Emgann Bouvines
Rann eus | Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz eus 1213–1214 |
---|---|
Arvez | Bro-C'hall er Grennamzer |
Stad | Frañs |
Lec'h | Bouvines |
Daveennoù douaroniel | 50°34′48″N 3°13′30″E |
Deiziad | 27 Gou 1214 |
Emgann Bouvines a oa bet stourmet d'ar 27 a viz Gouere 1214 nepell diouzh kêr Bouvines e Kontelezh Flandrez. An emgann ziwezhañ e oa bet o klozañ ar Brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz eus 1213–1214. N'eo ket sklaer an niver a soudarded o devoa kemeret perzh en emgann ha kemmoù bras a zo etre istimadurioù an istorourien hiziv-an-deiz c'hoazh. E Bouvines, un arme c'hall renet gant ar roue Fulup II an Aogust a oa bet trec'h war ul lu galloudusoc'h kevredet renet gant an Impalaer Roman Santel Otto IV en unan eus an nebeud emgannoù a-renkadoù e-kerzh ar Grennamzer Uhel, hag unan eus ar re gant un disoc'h ken bras eus emgannoù ar grennamzer.
E penn-kentañ ar bloavezh 1214, ur c'hevredad a oa bet savet evit talañ ouzh ar roue Fulub Aogust eus Bro-C'hall. Savet e oa gant Otto IV, Yann Iañ Bro-Saoz, ar c'hont Ferrand eus Flandrez, ar c'hont Renaud eus Boulogne, an dug Herri Iañ eus Brabant, ar c'hont William Iañ eus Holand, an dug Theobald Iañ eus Lorraine, hag an dug Herri III eus Limburg. Ar pal a oa adkemer an douaroù kollet gant an holl anezho abaoe ma oa roue Fulub Aogust.
Kroget e oa bet an embregadenn e fin miz Gouhere, an emgann a oa kroget nepell diouzh Bouvines d'ar 27 a viz Gouhere. Ar chareadenn gevredet a oa erruet sioul ha gorrek e oa bet ar stummañ betek dizhout an urzhiadur brezel, ar pezh a oa bet fall evit ar Gevredidi. An arme C'hall a oa savet gant marc'heien kenurzhiet ha gourdonet gwelloc'h ar pezh en doa roet tu dezho da reiñ argadennoù kreñv, o devoa friket ar flamanked a save kostez kleiz ar re gevredet. Er c'hreiz, ar varc'heien kevredet hag an droadegeizh dindan urzhioù Otto a oa bet trec'h da gentañ, flastret e oa bet ganto an droadegiezh gêrel ha darbet e oa bet ganto lazhañ Fulub Aogust. Un enepargadenn gant marc'heien Bro-C'hall a oa deuet a-benn da flastrañ troadegezih Otto a oa en em gavet e unan. Kreiz ar re gevredet a oa bet rediet da gilañ. Otto a oa skampet kuit eus an dachenn emgann hag e harperien marc'heien anezho a voe trec'het gant marc'heien Bro-C'hall, a oa deuet a-benn da skrapañ an erer impalaeriel. Ar c'hreiz hag an tu kleiz o vezañ freuzet, ne chome nemet soudarded an tu dehoù renet gant Renaud eus Boulogne ha William de Longespée ha a zalc'he atav. Lazhet e oant bet, prizoniet pe terc'het diouzh an dachenn emgann. Ne voe ket klasket heuliañ anezho rak tost noz e oa dija.
An trec'h gall a oa bet ur c'holl spontus evit spioù ar saozon hag ar flamanked o klask adperc'hennañ an douaroù kollet ganto. Kollet e oa bet e holl c'hredusted evel impalaer ha goude an emgann, Otto IV a voe didronet gant ar Pab Inosant III.