Mont d’an endalc’had

Emgann a-renkadoù

Eus Wikipedia
Emgann Crécy e 1346.

Un emgann a-renkadoù zo un emgann graet en un dachenn dibabet gant an div arme enebet, ha ma c'hall an armeoù en em dennañ, pe e deroù an emgann, pe tostik goude an taolioù kentañ[1][2]. Un emgann a-renkadoù n'eo ket un emgann dre zegouezh evel un emgann emgav, pe pa vez rediet unan eus an armeoù da gregiñ un emgann hep choaz ebet na war ar mare na war al lec'h evel e-kerzh ur seziz pe un trap. An emgannoù a-renkadoù a zo raksoñjet mat evit ma vefe uhelaet nerzh un tu war an hini enebour oc'h implijout displet dre brientiñ diarbennoù, troioù pilpous, hag embregadennoù all. Unan eus an traoù pouezusañ a oa choaz an dachenn emgann evit tennañ gounid war an tu enep. An nerzhioù kreñv evel ar marc'hegiezh, da skouer, n'int ket en o aes en ur wern, koadoù, pe menezioù ma vez eus un emgann. Ar jeneral Hannibal eus Kartada da skouer, a choaze ar muiañ posubl un dachenn plaen nepell diouzh kêriadenn Cannae evit ar stourmadenn veur a-enep ar Romaned, ha ne oa ket tachenn roc'hellek uhel an Apenninoù. Memes doare e oa ar penn brezel Zulu Shaka hag a chome pell diouzh an tachennoù koadek pe ar gwernioù, ha gwelloc'h e oa dezhañ geot uhel (lec'hioù plaen pe e traoñ menezioù), ha dre-se e oa aesaet fiñvoù bras ar bagadoù Impi Zulu. Kemmet e voe an emgann a-renkadoù hervez ar mare hag an armeoù ha gant nevezintioù an armamant hag ar strategiezhioù.

Er Grennamzer e klasked peurvuiañ diwall rak an emgannoù a-renkadoù : gwelloc'h e kaved lakaat seziz pe ober galoupadegoù.

  1. Blackwood's Edinburgh Magazine Vol. 71 (440) June 1852, p. 649
  2. Oxford English Dictionary, 1989 : battle, n. 1.b With various qualifying attributes: ... pitched battle, a battle which has been planned, and of which the ground has been chosen beforehand, by both sides ...