Ellen Allien

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Allien o veskañ sonerezh e Tenerife e 2006

Ellen Allien, bet ganet Ellen Fraatz e 1968, zo un DJ hag ur sonaozerez sonerezh elektronek (tekno dreist-holl) alaman. Krouet he deus ivez an ti-embann pladennoù Bpitch Control.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adalek 1992 ez eo kroget da labourat evel DJ e toulloù-noz (Bunker, Tresor hag E-Werk) Alamagn. E 1994 eo bet e karg eus un abadenn gouestlet d’ar sonerezh elektronek war Kiss FM (Berlin). E-kerzh hec’h abadenn he deus skignet war-eeun abadennoù toull-noz brudetañ Berlin, Tresor e anv. Er memes bloavezh eo deuet er-maez he EP kentañ, anvet Just Let The Groove Go.

He zi-embann pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1997 he deus savet he zi-embann pladennoù, anvet Bpitch Control, gant ar pal brudañ ur seurt sonerezh IDM krenn da vat : tonioù-arnodiñ, luskoù troc’h-didroc’h, sonioù didroc’het ivez, sonioù boud ken kreñv ha re ar sonerezh tekno. Abaoe 2006 ez eo cheñchet he sonerezh hag ar pezh a vez produet gant he zi-embann : tekno bihanañ ha trancy a vez kinniget ganto bremañ.

Eus Stadtkind da Orchestra of Bubbles[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He fladenn gentañ, Stadtkind (bugel ar gêr) a zo deuet er-maez e 2001. An titl a ziskouez splann ez eo gouestlet da Verlin. E 2002 he deus embannet un dastumad kanaouennoù advesket ganti : Remix Collection. Adveskañ a reas ivez Goldenboy Feat. Miss Kittin : Rippin Kittin. Peurliesañ e vez keñveriet an div blac’h rak damheñvel eo o fersonelezhioù, hag ouzphenn o deus o-div degaset elefennoù nevez d’un doare sonerezh a zo kentoc’h hini ar baotred.

E 2003 he deus kenlabouret gant Apparat (unan eus renerien an ti-embann pladennoù Shitkapult) a-benn produiñ he eil pladenn, Berlinette he zitl, (da enoriñ ar gêr e-lec’h m’eo ganet). Brud a dapas gant ar bladenn-se, gwelet evel unan eus re wellañ eus ar bloavezh-se. Er bladenn-se he deus troc’het ha drailhet he mouezh hag ar sonioù, ha deuet eo a-benn da sevel un oberenn dibar. Gant ar bladenn-se eo deuet a-benn Ellen Allien da gemmañ ar sonerezh IDM, da gas anezhañ en-dro betek an toulloù-noz, ha da sevel tonioù pop war un dro.

E 2005 he deus lakaet embann ur bladenn anvet Thrills. A-drugarez d’ar bladenn-se eo bet brudetoc’h, memes ma’z eo teñvaloc’h hec’h aergelc’h, ma vez keñveriet gant Berlinette. E-barzh Thrills e klever sonioù tost ouzh ar pezh a zo anvet tekno old school. Er memes bloavezh he deus krouet un ti-embann pladennoù all anvet Memo Musik, hag a ginnig pladennoù house ha tekno bihanañ.

Ellen Allien e 2006

E 2006 he deus kenlabouret Ellen Allien gant Apparat hag asambles o deus lakaet embann ur bladenn anvet Orchestra of Bubbles. Labouret o deus kalz diwar-benn kempennadur ar bladenn (binvioù kerdin gwir a glever). Tonioù zo eus ar bladenn a zo bet embannet e stumm EP, hag advesket gant arzourien all evel Marc Houle pe Richie Hawtin. Er bloavezh-se he deus sonet e Brest e miz Eost, da-geñver gouel sonerezh Astropolis. Deuet e oa c'hoazh e 2004.

E 2007 he deus lakaet embann ur bladenn (hag un DVD) diwar-benn Berlin, anvet Berlin : The Other Side. Kroget he deus ivez da ijinañ ha da werzhañ dilhad. E memes bloavezh he deus advesket Ellen Allien kanaouennoù savet gant Troy Pierce, Beck ha Thom Yorke. Labouret he deus ivez war an dastumad Bpitch Control Camping 3, Compiled By Ellen Allien. Brudet eo bet ar bladenn gant un droiad da heul, anvet Camping Tour.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1994
  • Just Let The Groove Go
1995
  • Gut Humpe Butterfly (Ellen Allien Remix)
1996
  • Yellow Sky
  • Lick It (Volume / U.K.)
  • Atomique Compilation
1997
  • Be Wild
1998
  • Ellen Allien & Krieger: Rockt Krieger
1999
  • Ellen Allien & Heiko Laux: Blood & Water
  • Ellen Allien & Amanda Amour: Vodka & Springshock
  • Berlin 2000 Compilation: Liebestäter
2000
  • Last Kiss ’99
  • Kollektiv: Trust and...
  • Data Romance Remix
  • Kollektiv 2: Funkenflug der Träume
2001
  • Stadtkind
  • Flieg Mit Ellen Allien Mix
  • Dataromance Remix EP
  • Malaria Remix
  • Peter Licht Die Transsylvanische Verwadte Ist Da (Ellen Allien Remix)
  • Goldenboy Feat. Miss Kittin "Rippin Kittin" (Ellen Allien Remix)
  • Berlin 2001 Compilation: Sweet
2002
  • Covenant Bullet (Ellen Allien Remix)
  • Erdbeermund Remixe
  • Weiss.Mix DJ Mix
  • Gemeinsam Compilation : I Need No Money To Be Rich
2003
  • Berlinette
  • Barbara Morgenstern Aus Heiterem Himmel (Ellen Allien Remix)
  • Apparat Koax (Ellen Allien Remix)
  • Apparat Fuse (Vocals By Ellen Allien)
  • Modeselektor Trashscape Version (Featuring Ellen Allien)
  • Gold Chains Let's Get It On Remix
  • Alles Sehen Remix
  • OMR The Way We Have Chosen Remix
  • Sascha Funke Forms and Shapes (Ellen Allien Remix)
2004
  • Remix Collection
  • Astral EP
  • My Parade DJ Mix Compilation
  • Miss Yetti Out Of Control Remix (Gold und Liebe)
  • George Thomson Laid Back Snack Attack Via Remix
2005
  • Bpitch Control Camping Compilation
  • Down Remix
  • Magma Remix
  • Thrills
  • Your Body Is My Body Remix
  • T.Raumschmiere Diving In The Whisky (Featuring Ellen Allien)
2006
  • Paul Kalkbrenner Queer Fellow (Ellen Allien & Apparat Remix)
  • Jet Remixes (gant Apparat)
  • I'm Just a Man/Woman (gant Audion)
  • Orchestra 0f Bubbles (gant Apparat)
  • Turbo Dreams Remixes (gant Apparat)
  • Way Out Remixes (gant Apparat)
  • Boogie Bytes Vol. 2 mesket gant Sascha Funke
2007
  • Go EP
  • Bpitch Control Camping Compilation 3 (Selected By Ellen Allien): Red Planets (gant Apparat)
  • Camping 3 - Vinyl 1: Safety Scissors Where Is Germany And How Do I Get There? (Ellen Allien Germany Remix)
  • Beck Cellphone's Dead (Ellen Allien Remix)
  • The Other Side: Berlin (CD ha DVD)
  • Fabric 34
2008
  • Sool
  • Boogie Bytes Vol. 4 mesket gant Ellen Allien

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]