Disc jockey

Eus Wikipedia
Disk jockey ha produerez Miss Kittin o seniñ.

Un disc jockey pe DJ zo un den hag a zibab, a skign hag a vesk sonerezh enrollet evit an dud, en un abadenn skingomz, un toull-noz, un sonadeg, ur festival pe un abadenn all bennak.

Ar radioioù hag an toulloù-noz o deus c'hoariet ur roll pouezus evit diorren ar vicher-se. Da gentañ e veze implijet pladennoù vinil ganto, bremañ e reont ivez gant kasedigoù, CD-où, restroù glevet, un daol-veskañ, ur c'hontroller DJ hag ur meziant DJ, un tokarn, ur mikro hag all.

Lakaat a reont an dud da zañsal peurliesañ. E-touez ar sonerezhioù a veskont e kaver an disco, an hip hop hag an techno.

Lod anezho zo brudet en un doare etrebroadel.