Elisabetta Farnese

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Elisabetta Farnese, rouanez Spagn.
Elisabetta Farnese, gant Jean Ranc, Mirdi ar Prado, Madrid.


Elisabetta Farnese (en italianeg), pe Isabel de Farnesio (e spagnoleg), ganet e 1692 ha marvet e 1766, a oa ur briñsez italian eus dugelezh Parma, deuet da vout rouanez Spagn dre zimeziñ da Felipe V, roue Spagn.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da Odoardo II Farnese (1666-1693) ha da Dorothea Sophie von der Pfalz.

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Seizh bugel he doe gant Felipe V :

  1. Carlos Spagn (1716 – 1788), Roue Spagn hag an Div Sikilia.
  2. Francisco Spagn (1717).
  3. Mariana Victoria Spagn (1718 – 1781), Rouanez Portugal, dimezet da José Iañ Portugal.
  4. Felipe Spagn (1720 – 1765), dug Parma.
  5. Maria Tereza Spagn (1726 – 1746), dimezet da Louis Ferdinand Bro-C'hall, Daofin Bro-C'hall, mab da Loeiz XV).
  6. Luis Antonio Spagn (1727–1785), arc'heskob Toledo ha kardinal, etre 1735 ha 1754. Divelegiñ a reas.
  7. María Antonia Spagn (1729 – 1785), dimezet da Víctor Amadeo III de Cerdeña.