Louis-Ferdinand de France
Neuz
Ur pennad Louis Ferdinand zo ivez.
Louis-Ferdinand de France (1729-1765), a oa ur priñs gall, mab henañ ar roue gall Loeiz XV hag e wreg Marie Leszczyńska.
Tad e oa da dri roue gall: ar vreudeur Loeiz XVI, Loeiz XVIII, ha Charlez X.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Div wech e timezas:
- da Marie Thérèse Spagn (1726–1746), hag ur verc'h o doe:
- Marie-Thérèse, lesanvet « Madame » (1746-1748), marvet da zaou vloaz.
- da Maria Josepha von Sachsen (1731-1767), merc'h da Aogust III, roue Pologn, hah eizh bugel o doe:
- Marie Zéphirine, lesanvet « Madame » (1750-1755), marvet da bemp bloaz.
- Louis Joseph Xavier, dug Bourgogn (1751-1761), marvet da zek vloaz.
- Xavier Marie Joseph, dug Akitania (1753-1754), marvet da ur bloaz.
- Louis Auguste, dug Berry (1754-1793), daofin en 1765, a renas evel Loeiz XVI), dimezet en 1770 da Marie-Antoinette Aostria.
- Louis Stanislas Xavier, kont Provañs (1755-1824), a renas evel Loeiz XVIII), dimezet en 1771 da Marie-Joséphine de Savoie, ha bugel ebet n'o doe .
- Charles-Philippe, kont Artez (1757-1836), a renas evel Charlez X, dimezet en 1773 da Marie-Thérèse de Savoie, ha daou vab ha div verc'h o doe;
- Marie Adélaïde Clotilde « Madame » (1759-1802) dimezet en 1775 da Carlo Emanuele IV Savoia, roue Sardigna, ha bugel ebet n'o doe; anvet e voe da « vénérable ».
- Elisabeth Philippine de France, « Madame » (1764-1794), dizimez ha divugel.