Carlo Emanuele IV Savoia

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Carlo Emanuele IV, dug Savoia
Carlo Emanuele en-bugel, gant e vamm Maria Antonietta Spagna, rouanez Sardigna

Carlo Emanuele IV di Savoia (Carl Emanuel ëd Savòja, en piemonteg), lesanvet l'Esiliato (Torino, 24 a viz Mae 1751 – Roma, 6 a viz Here 1819), a voe dug Savoia ha roue Sardigna adal 1796 betek 1802 pa voe diskaret gant aloubadeg an armeoù gall Napoleone Buonaparte.

Mab henañ dug Savoia, Vittorio Amedeo, e oa. E dad a voe anvet da roue Sardigna, evel Vittorio Amedeo III, hag e vamm Maria Antonia a oa infantez Spagn evel merc'h da Felipe V, Roue Spagn.

Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Heinsius Clotilde de France.jpg

Dimeziñ a reas da Clotilde de France, c'hoar da Loeiz XVI ha da Gonted Provañs hag Artez. Hag e ziv c'hoar a zimezas d'ar Gonted ivez: Maria Giuseppina da Gont Provañs ha Maria Teresa da Gont Artez.

Bugel ebet n'o doe Carlo Emanuele ha Clotilde. Deol e oa, evel e wreg, ha harpañ a rae Urzh ar Jezuited, ha mont a reas da Jezuit e-unan goude marv e wreg.