Elesbed Iañ (Rusia)

Eus Wikipedia
Elesbed Iañ war-dro 1768, gant Heinrich Buchholz

Ielizaveta Petrovna (Елизавета Петровна e ruseg), ganet d'an 29 a viz Kerzu 1709 ha marvet d'ar 5 a viz Genver 1762 (hervez an deiziadur gregorian) ; 18 a viz Kerzu 1709-25 a viz Kerzu 1761 (deiziadur juluan)), lesanvet Elesbed an Habask, a voe impalaerez Rusia eus 1741 betek 1762, gant an anv Elesbed Iañ.

Buhez a-raok an tron[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eil merc'h Pêr Iañ ha Katelin Iañ e oa ha ganet e Kolomenskoye, e-kichen Moskov. Dre guzh e oa euredet he zud e miz Du 1707 ha n'eo nemet e miz C'hwevrer 1712 ma voent dimezet ent-ofisiel.

Klask a reas Pêr Iañ ur pried a zeree ouzh Elesbed : soñjet e voe er roue Loeiz XV, roue Bro-C'hall, hag er priñs Karl Augustus a Holstein-Gottorp. Met familh an hini kentañ a nac'has hag an eil a varvas un nebeud deizioù goude an emglev-eured.

Brudet e oa Elesbed en abeg d'he c'hoantiz ha d'he barregezh war meur a yezh (italianeg, alamaneg, galleg), war an dañs ha war ar marc'hegezh.

Goude marv he zad e 1725 e voe renet Rusia gant he mamm ha gant Menshikov. E miz Mae 1727 e varvas Katelin Iañ ha kaset e voe Menshikov d'an harlu.

Goude ren berr Pêr II ne voe ket kinniget emglevioù-eured dezhi gant lezioù Europa gant aon da zisplijout d'an impalaerez Anna.

Taol-stad 1741[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant sikour rejimantoù gwarded Rusia e lakaas herzel ar bugel Ivan VI hag e familh e Palez ar Goañv e-korf noz ar 25 a viz Du 1741. Boled ebet ne voe tennet e-pad an taol-stad-se : le a oa bet touet gant Elesbed ne vefe ket sinet an disterañ kastiz d'ar marv e-pad he ren.

Gant aon rak distro Ivan VI, bac'het e kreñvlec'h Schlusselburg, e voe distrujet an holl deulioù a rae meneg anezhañ.

Divizet e voe ivez skarzhañ an Alamaned, brud fall warno, diouzh ar gouarnamant.

Kurunennet e voe Elesbed d'ar 25 a viz Ebrel 1742.

Hêr Elesbed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma oa Elesbed dizimez ha divugel e oa ret dezhi kavout un diskoulm evit ma chomfe tron Rusia gant ar familh Romanov.

Dibab a reas he niz, Pêr Holstein-Gottorp. Dimeziñ a reas anezhañ d'ar briñsez Sophie von Anhalt-Zerbst hag a voe anvet Katelin, e koun mamm Elesbed. Bugel ar c'houblad, Paol Iañ, a voe ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1754.


En he raok
Ivan VI
Impalaerez Rusia
17411762
War he lerc'h
Pêr III