Mont d’an endalc’had

Efim Geller

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ. 
Efim Geller (1980)

Efim Petrovich Geller (e kirileg: Ефим Петрович Геллер) a zo bet ganet d'an 8 a viz Meurzh 1925 en Odessa, en Unaniezh Soviedel ha marvet d'ar 17 a viz Du 1998 e Moskov (Rusia).
Ur c'hoarier ha skrivagner echedoù ukrainan ha soviedat e oa.
Kampion Ukraina e voe e 1950, e 1957, e 1958 hag e 1959. Kemer a reas perzh 23 gwezh e Kampionad echedoù Unaniezh Soviedel. Dont a reas ar maout div wezh gantañ, e 1955 hag e 1979.
Mestr Etrebroadel (IM) e voe adalek 1951, ha Mestr Meur Etrebroadel (GM) adalek 1952.
2 765 e voe e renk Elo (FIDE) gwellañ, e miz Eost 1963.

Oberennoù skrivet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en)Efim Geller, Grandmaster Geller at the Chessboard, 1969 ;
  • (en)Efim Geller, The application of chess theory, Pergamon Press, Oxford, 1984, ISBN 0-08-029738-2

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]