Eduardo Rodríguez-Losada Rebellón

Eus Wikipedia
Eduardo
Rodríguez-Losada

Bez Eduardo Rodríguez-Losada
Anv klok Eduardo Rodríguez-Losada
Rebellón
Ganedigezh 2 a viz Meurzh 1886
A Coruña Banniel Galiza Galiza
Marv 2 a viz Du 1973
A Coruña Banniel Galiza Galiza

Micherioù Savour
Sonaozour

Eduardo Rodríguez-Losada Rebellón, bet ganet en A Coruña d'an 2 a viz Meurzh 1886 hag aet d'an Anaon en hevelep kêr d'an 2 a viz Du 1973, a oa ur savour hag ur sonaozour Galizat.
Ur sonaozour c'hoarieller e voe ivez dre c'halvidigezh, petra bennak ma oa ar savouriezh e vicher.

Treuz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar c'horonal kanolier Camilo Rodríguez-Lozada y Ozores, anezhañ diazezer ar skolioù poblek digoust en A Coruña, ha da Felipa Rebellón y Vázquez[1],[2].

E Villagarcia (proviñs Pontevedra) e timezas gant María Trulock Bertorini d'ar 15 a viz Here 1913 ; daou vugel o devoe.

Savour etreadegat proviñs A Coruña e voe[3] kent bout entitlet d'ar 4 a viz Meurzh 1914, gant ur gopr a 3 000 pesetas.[4]
Bez' e voe ivez teñzorer ar Sociedade Filharmónica da Coruña[5],[6], ezel eus an Orfeón El Eco[7] ha kadoriad an Asociación de Arquitectos de Galicia[8].
E 1918 e savas ur raktres evit "adaozañ ha brasaat" kêr Vuxía[9].
Dek vloaz diwezhatoc'h, e 1928, e voe anvet da gadoriad an EMDEN Foot-ball Club, a oa eil brasañ klub mell-droad A Coruña[10].

D'an 2 a viz Mae 1941 e voe anvet da ezel eus Rann ar Savouriezh er Real Academia de Nosa Señora do Rosario en A Coruña ha, d'an 28 a viz Du 1954, da Akademiad a Enor[11].

E vugale a brofas skridoù orin oberennoù Eduardo Rodríguez-Losada Rebellón d'an Akademiezh. Skouerennoù a c'heller kavout ivez er Fundación Juan March[12], er Sociedade de Autores[13] hag er Rexistro da Propriedade Intelectual[14].

Oberennoù sonerezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dre ma voe hir e vuhez e talc'has ar sonaozour d'un dibaberezh dibar a glever en e labour a-bezh, ma 'z eo heverk mentrezh an orkestra meur, gant oberennoù evel El gnomo hag a zegas da soñj ar varzhoneg sinfoniek Los gnomos de la Alhambra gant ar sonaouzour spagnol Ruperto Chapí (1851-1909).

Heverkoc'h c'hoazh eo e beder sinfonienn hag e Gengerzad evit piano hag orkestra. A-fed doare sonerezhel avat ez eo brudet Eduardo Rodríguez-Losada evit e bezhioù c'hoarigan awenet gant mojennoù hag istor Galiza, evel O Mariscal (1926) hag a zo diazezet war buhez ar marichal Pardo de Cela (1425-1483), gant pozioù digant ar skrivagnerien ha politikerien c'halizat Antón Villar Ponte ha Ramón Cabanillas ; e Teatro Tamberlick Vigo e voe ar gentaenn, e 1929.

C'hoariganoù
  • El Monte de las ánimas (1927[15], diwar un oberenn gant G. A. Bécquer, komzoù gant Núñez de Cepeda ; leurennet ha renet gant an aozer d'ar 6 a viz Mae 1927 en Teatro Rosalía de Castro, ha kinniget e Teatro Principal Santiago de Compostela d'an 22 a viz Mae[16].
  • O Mariscal (1929), komzoù galizek gant Ramón Cabanillas hag Antón Vilar Ponte ; leurennet ha renet gant an aozer d'an 31 a viz Mae de 1929 e Teatro Tamberlick Vigo.
  • ¡Ultreya! (1935), komzoù gant Armando Cotarelo ; leurennet ha renet gant an aozer d'an 12 a viz Meurzh 1935 e Teatro de La Zarzuela Madrid.
  • El Gran Teatro del mundo, komzoù gant Calderón de la Barca ; ur brouilhed eo, biskoazh ne voe leurennet.
Barzhonegoù sinfoniek
  • El diablo mundo, barrezh ; korollel, diazornskrid[17].
  • El miserere, pozioù gant Gustavo Adolfo Bécquer ; diazornskrid.
  • Los Caneiros (1946), santad sinfoniek ; sonet d'an 17 a viz Du 1946 gant Orkestra Sinfoniek Bilbao dindan renerezh Jesús Arrámbarri e Teatro Buenos Aires Bilbao ; diazornskrid.
  • El Gnogmo (1925), diwar ur vojenn gant Gustavo Adolfo Bécquer ; sonet d'an 8 a viz Mae de 1925 gant Orkestra Sinfoniek Madrid, dindan renerezh Enrique Fernández Arbos e Teatro Rosalía de Castro A Coruña ; diazornskrid.
  • La Santa Compaña, pozioù gant Rey de Viana ; diazornskrid ; ur brouilhed zo evit un doare berroc'h evit ar piano.
Sinfoniennoù
  • Sinfonía en Sol menor ; diazornskrid ; bez' ez eus un treuzskrivadur dornskrivet evit daou biano.
  • Sinfonía en La menor (1949) ; diazornskrid ; sonet d'ar 4 a viz Kerzu 1949 gant Orkestra Kêr A Coruña dindan renerezh Rodrigo de Santiago en Teatro Rosalía de Castro.
  • Sinfonía en Do menor ; diazornskrid.
  • Sinfonía en Re menor ; diazornskrid.
  • Concierto para piano y orquesta en Si bemol ; diazornskrid ; sonet d'an 29 a viz Mae 1955 gant Orkestra Kêr A Coruña dindan renerezh Rodrigo de Santiago en Teatro Rosalía de Castro, gant Pilar Cruz ouzh ar piano.
Sonerezh kambr
  • Colección de 9 cuartetos
  • Coleccion de 3 tríos ; an niv. 1 a voe sonet d'ar 26 a viz Genver1948 en Escola Naval A Coruña ; biolín : Horacio Rodríguez Nache, gaoviolin : José Béjar, piano : Pilar Cruz Rodríguez Nache.
  • Preludio en Sol mayor para dos violines y piano, dediet d'e verc'h Carmen Losada-Trulock.
  • 4 sonatas para piano.
Enrolladurioù

Miret int e Dielloù sonel Radio Nacional de España.

Oberennoù savouriezhel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kevret gant Pedro Mariño ha Leoncio Bescansa e krouas Eduardo Rodríguez-Losada Rebellón ur strollad savourien hag a ziorroas o dibaberezh e kêr A Coruña[18]. Ouzhpenn-se e kemeras perzh en embregerezh hag a grouas ar Geoded Liorzh (Cidade Xardín), enni ar Villa Felisa treset gantañ ha ma vevas gant e diegezh etre 1924 ha 1939.

A-douez an niver bras a savadurioù aozet gantañ en A Coruña ez eo herverk ar Chalé Escudero (1913), an ti Cortés (1918)[19], an ti Escariz war Leurgêr Pontevedra (1927)[19] ha Skolaj an Noterien (Colexio Notarial, 1927-1932)[20].
E miz Meurzh 1928 e kinnigas ur raktres evit sevel ospital nevez Proviñs A Coruña war douaroù Granxa Experimental ("Grañj Arnodel") A Coruña ; e miz Ebrel 1929 e voe dibabet gant Kuzul kêr evit kas al labourioù sevel un draezhenn ha leurioù e kouronklec'h Riazor[21].

Er-maez eus kêr A Coruña e tresas ar savadur José Carrera e Corcubión (1924).

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (es) TARRÍO, José M., Casamientos en la vieja Coruña, en Anuarion brigantino, 1998
  2. (gl) Arquivo do Reino de Galicia
  3. (es) Comisión provincial, en El Eco de Santiago (Santiago de Compostela), 05/03/1914, p. 2.
  4. (es) Crónica regional – Coruña, en El Correo de Galicia (Santiago de Compostela), 20/03/1914, p. 2.
  5. (es)Sociedad Filarmónica, en El Noroeste (A Coruña), 21/03/1916, p. 2.
  6. (es) Centros y Sociedades – La Filarmónica, en El Orzán (A Coruña), 18/03/1918, p. 1.
  7. (es) El Orfeon « El Eco », en El Orzán, 30/03/1927, p. 2.
  8. (es) Comunicado, en El Noroeste (A Coruña), 27/02/1917, p. 2.
  9. (es) Crónica local, en El Orzán, 21/07/1918, p. 2.
  10. (es) La nueva directiva del EMDEN, en El Orzán, 29/02/1928, p. 2 & La directiva del EMDEN F. C., 03/03/1928, p. 2.
  11. (es) Real Academia Gallega
  12. (es) Lec'hienn ofisiel
  13. (es) Lec'hienn ofisiel
  14. Lec'hienn ofisiel
  15. (es) « El monte de las ánimas », una ópera de Rodríguez Losada, en El Orzán, 06/03/1927, p. 1.
  16. (es) Excursión a Santiago – « El Monte de las Ánimas », en El Orzán, 21/05/1927, p. 1.
  17. "Diazornskrid" a reer eus moulladur un dornskrid a zo bet aozet gant ul liv arbennik evit ar moullañ.
  18. (es) Eduardo Rodríguez-Losada Rebellón, Arquitecto
  19. 19,0 ha19,1 (es) Anuario Brigantino
  20. (es) Colegio Notarial de Galicia
  21. (es) En el Ayuntamiento – Una sesión interesante – Orden del día, en El Orzán, 30/04/1929, p. 1.