Duerme Negrito
Duerme Negrito (Kousk Morianig e brezhoneg) zo ul luskellerez[1] hengounel spagnolek bet chomet dianav ar c'hrouer anezhi.
Kanet e oa bet, evit ar wech kentañ, gant ar c'haner arc'hantinat Atahualpa Yupanqui en devoa he dastumet tra m'edo o veajiñ tro-war-dro an harzoù etre Kolombia ha Venezuela.
An Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mamm ur c'hrouadur an hini eo a gan : goulenn a ra gantañ ma kousko tra m'emañ-hi o kordañ gant al labour er maezioù ([...]que tu mamá está en el campo[...]). E-giz-se e c'hello degas traoù mat da zebriñ dezhañ — koailhed, frouezh saourus, kig moc'h — ha traoù all. Ha ma ne van ket kousket e teuio an diaoul gwenn (diablo blanco) da zebriñ e zornig/c'harig (patita).
Kanerien all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adkemeret e oa bet gant un toullad a ganerien ha strolladoù da c'houde, Víctor Jara, Silvana Kane, Los Machucambos, Mercedes Sosa, Quilapayún, Daniel Viglietti, Alfredo Zitarrosa en o zouez.
Listen
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Duerme Negrito
Vocal arrangement Emiglio Solé
Camerata Ars Musica - Jayme Amatnecks
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Canción de cuna pe nana e spagnoleg.