Quilapayún
| Deiziad krouiñ | 26 Gou 1965 |
|---|---|
| Anv ofisiel | Quilapayún |
| Deroù ar prantad labour | 1965 |
| Benveg sonerezh | quena |
| Pladennrolladur | Quilapayún discography |
| Diazezer | Julio Numhauser, Julio Carrasco |
| Luskad | nueva canción |
| Lec'h diazez | Santiago de Chile |
| Tachenn | nueva canción, nueva canción chilena |
| Label sonerezh | Warner Music Group, I Dischi dello Zodiaco, Decca Dischi Italia S.p.A. |
| Bro orin | Chile |
| Lec'hienn ofisiel | http://www.quilapayun.com/ |
Quilapayún (diwar ar gerioù mapoudougnek kila, “tri” ha payùn, “barv”, ar pezh a dalv teir barv). Ar strollad sonerezh-mañ a zo ur strollad a sonerien ha kanerien eus Chile, krouet e Santiago de Chile gant an daou vreur Eduardo Carrasco, Julio Carrasco ha gant Julio Numhauser d’ar 26 a viz Gouere 1965. ‘Barzh o c’hanaouennoù e vez mesket ganto implij binviji sonerezh hengounel eus an Andoù gant kanoù poetek ha/pe stourmoù politikel. Ar strollad sonerezh-mañ int bet oberiant adalek 1965, ha krouet o deus tro-dro ur 35 bennak a albom ha graet sonadegoù en ur 40 bro bennak. Da skouer e Bro-C’hall, e pelec’h emañ ar strollad bet d’en em guzhat ‘pad renad aotrouniek Chile gant Salvador Allende.
Anavezet ‘vez dreist-holl ar strollad-mañ evit o c’hanaouenn“ El puelbo unido jamas sera vencido”, krouet e 1973 gant ar strollad ha Sergio Ortega. Ar strollad-mañ en deus labouret gant kalz a sonerien ha kanerien evel Victor Jara pe c’hoas Mikis Theodorakis, Jean-Louis Barrault, Jane Fonda, Mercedes Sosa, Daniel Mesguich, Catherine Ribeiro, strollad Inti-Illimani, Roberto Matta, Julio Cortázar…
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Penn-Kentañ ar strollad (1965-1970)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar strollad Quilapayún en em grouiñ e 1965 ‘pad ur mare diaes evit ar Chile, ar stad a zo bet ‘pad pell dindan galloud ekonomikel Stadoù-Unanet betek stourm ar bobl evit ur vuhez gweloc’h gant araokadennoù sokial ha politikel.
Er penn-kentañ e vez kroget ganto ‘barzh ur c’hafe gant sonadegoù anvet “Peña” dre sikour Angel Parra hag e c’hoar Isabel Parra.E 1965 e vez gounezet gant Quilapayún ar c’hentañ priz eus“ Chile Multiple”, ar c’hentañ gouel hengounel eus Chile.
‘Pad ar memes koulz ez a a-benn Salvador Allende, da greskiñ e kalon ar bobl hag e 1970 dre un unvaniezh eus ar 5 strollad politikel tuet a-gleiz eus Chile e teu a-benn Salvador Allende da vezañ dilennet prezidant. E 1970 e kemer ar strollad sonerezh Quilapayún ur mentad all, pa vez krouet gant o albom“ La cantate de Santa Maria de Iquique”. Evit diverrañ un tamm an albom-mañ a komz eus ur prantad pouezus-tre eus istor Chile, lazhadeg eus 3600 labourerien gant an arme e 1907 o vanifestiñ e Iquique. Desañvet e oa an istor-mañ gant ar vro a bezh, ha trugarez da Luis Advis un istorour eus chile ez eo bet tu da lakaat al lazhadeg-mañ war well. An albom-mañ a reiñ da Quilapayún ur bruderezh broadel e Chile, ha trugarekaet int evit ar wirionez ‘vez roet ganto d’ar bobl. Dont a reont da vezañ ur gwir arouez eus ar justis sokial hag eus fulor ar bobl a-enep renerien gozh ar vro.
Kemer perzh ar strollad e Chile (1970-1973)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar strollad sonerezh, en deus kroget o c’hanaouennoù o enklozañ ar prederi sokial ha politikel a oa e Bro Chile. Choazet o deus d’en em emplegañ e Dilennadegoù Prezidantel 1970, o souten er penn kentañ Pablo Neruda ha goude o hini Salvador Allende. Graet ‘vo ganto kalz a raktresoù arzel evit brudañ Salvador Allende en dilennadegoù, ar pezh a reiñ an tu dezho bezañ dilennet e 1972 evel kannad sevenadur Chile gant an nevez prezidant Salvador Allende.
Ar strollad a zo deuet da vezañ an arouez penañ eus an“ Nueva Cancion Chile “ er bed.
Gant dilennadeg Salvador Allende, kalz aesoc’h eo evit ar strollad d’en em emluskañ er politik. Salvador Allende hag a vo ar c’hentañ prezidant marksist eus Bro Chile. E 3 bloaz Bro Chile a vo evezhiet gant an holl vroioù, ur bec’h bedel eo peogwir eo ur stad o klask lakaat ur programm sokialour e plas e-pad ur prantad brezel yen, kennivel tre hag a lak ar broioù kevalaour enep ar broioù kommunist. Pal ar programm sokialour lakaet e plas gant Salvador Allende a zo mont kuit eus galloud ha gwask ekonomikel lakaet war ar vro gant ar Stadoù Unanet. E 1972 embannet vez gant ar strollad an albom “Quilapayún Cinco”. Taget eo ar strollad kalz a wech dre o liamm politikel gant ar prezidant Salvador Allende. Ar pezh a reiñ an tu d’ar strollad mont d’ober un dro eus kalz a vroioù evit lakaat anezho da selaou o c’hanaouennoù politikel hag evit ar justis sokial.
Repu politikel ar strollad e Bro-C'hall (1973-1988)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E penn kentañ ar bloavezh e vez kemeret perzh gant ar strollad en ur vanifestadeg bras-tre evit souten gouarnamant Allende.E fin miz Eost e vez kroget ganto un dro eus Europa evit ober sonadegoù evel Gouel an Denelezh hag ur sonadeg ‘ba sal sonerezh an Olympia.
‘Pad o zro broioù, un taol stad a vez aozet gant penn an arme Augusto Pinochet e Bro Chile. Lakaet e penn an arme ar 23 a viz Eost 1973 dre an emsavioù politikel a-enep Salvador Allende, gant ar pal sioulaat an emsavioù-mañ Met an 11 a viz Gwengolo 1973 e vez kemeret ar galloud dre ar feulster gant Augusto Pinochet ha sikour eus ar Stadoù Unanet, o doa c’hoant adkaout ur galloud ekonomikel war ar vro. Salvador Allende en em emlazh er memes koulz ‘barzh e Palez Prezidantel eus ar Moneda goude ur gemennadenn diwezhañ de bobl.
‘Pad ar mare-mañ e vez kalz a genlabourerien Quilapayún ha gouarnamant Allende hag int bac’het, forbanet pe c’hoas lazhet gant ar soudarded Da skouer, Victor Jara bet drouklazhet ar 16 a viz Gwengolo e Stad Broadel Santiago gant soudarded c’hilian ha Pablo Neruda an 23 a viz Gwengolo. Strollad Quilapayún a oa e Bro-C’hall pad ar mare-mañ ‘pad Gouel an Denelezh, ur wech bet klevet ar c’heloù war an taol stad e Bro Chile, gouzout a reont int bremañ war ul listenn du evit ar Jeneral Pinochet dre ar sikour o deus roet da Salvador Allende hag o engouestloù politikel ha sokial.
Goulennet ‘vez ganto ur repu politikel e Bro-C’hall dre ar riskl bezañ gwall gaset gant gouarnamant Pinochet. Hir e vo o repu politikel eus 15 vloaz, 15 vloaz a renad aotrouniek en o bro, gant lazhadennoù e-leizh tro 2000 den ha 40000 bac’het gant ar renad evit abegoù politikel. Ar pezh a lako tro-dro 5 a 10% eus ar boblañs da vont kuit eus ar vro dre an aon. A kalz a dud n’int morse bet adkavet, marteze lazhet dre guzh gant ar renad. Ar pezh na lak ket anezho da baouezan ar sonerezh, met d’ober c’hoas muioc’h a drouz o skrivañ kanaouennoù e-leizh, gant ur 20 bennak a albom ha sonadegoù e-leizh e Europa gant ar pal stourman a-enep ar pezh a zo o tremen e Bro Chile. E 1988, e vez echuet ganto o zro Europa a-drugarez da zistro an demokratelezh ha fin renad aotrouniek Pinochet e Chile goude ar poblvouezhiadeg ar pezh a lak ar fin d’ho repu politikel.
Fin repu politikel ha disrann ar strollad (adalek 1988 betek bremañ)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Etre 1991 ha 2001 e vez gwelet kalz a cheñchamantoù er strollad, un nebeud eus sonerien ar strollad a kemer an diviz mont en-dro ‘ba Bro Chile, evit kreñvaat oberiantiz ar strollad ha kaout an tu da adwelout o familh. Unan eus an ezel ar strollad ar marv drouklazhet e Santiago ar 7 a viz 1991, anvet e oa Willy Odoo.
E 1990 ez eo diaes evit ar strollad disrannet gant ul lodenn eus e izili ar pezh a lak anezho da gaout nebeutoc’h a sonadegoù.
E 2002, e vez un disrann e div lodenn eus ar strollad dre ziemglevioù ha kudennoù melestradurel. Un treugennad kroget gant Hernan Gomez diouzh lez-varnioù e Bro-C’hall ha gant Eduardo Carrasco e Bro Chile a-enep e vefe depozet “Quilapayún” evel ur merk, hag a zo bet goulennet gant Rodolfo Parada, e Bro-C’hall, Bro Chile hag e Spagn.
Neuze e 2003 goude an disrann e vez krouet ur strollad nevez gant Rodlofo Parada e Bro-C’hall en em gevrediñ d’ar strollad Ortiga hag a zo e Bro-Alamagn. Ar strollad nevez krouet a ra kalz a sonadegoù e Spagn.
E miz Gwengolo e vez graet gant ar strollad Quilapayún un dro eus bro chile en ober un adkargadur eus ar ganaouenn“ Cantata Santa Maria de Iquique”. Ar pezh a lak anezho d’ober goude un dro eus kalz a vroioù evel Rouantelezh-Unanet, Belgia, Bro-C’hall, Arc'hantina, Italia ha reoù all c’hoas. E 2004 e vez nullet c’hoant Rodolfo Parada, en a oa bet kuit eus ar strollad ar pal depozet anv ar strollad evel ur merk gant an “Oficina de Marcas” eus Chile. E 2007 e vez graet ar memes tra e Bro-C’hall. Ar pezh a lak Rodolfo Parada, Patricio Castillo ha Patricio Wang da vezañ difennet da implijout an anv “Quilapayún”, memes ma int izili kozh ar strollad. Graet ‘vez goude gant ar strollad kalz a sonadeg e 2009, o enoriñ drouklazh Victor Jara e Bro Chile, ‘ba Pariz.
Evezh ar strollad ez eo bet graet ganto 201 sonadeg e 14 bro disheñvel, e Europa hag Amerika etre 2003 ha 2012.
E miz Gouere 2015, e vez lidet gant ar strollad e 50 bloaz a krouidigezh. Gant 25 pladenn, 6 DVD ha kalz a albom bet embannet ganto. Tro-dro 2200 a sonadegoù publik a zo bet graet ganto e 40 a vro. Roet ez eo bet dezho 14 priz evit ar pezh o deus graet ar strollad ‘pad 50 vloaz.
An 11 a viz Du 2015 e vez roet dezho ar merk Quilapayún, gant an INAPI (Ofis ar merkoù Bro Chile). Ar pezh a lak ar strollad all krouet gant Parada ha Wang krouet e Bro-C’hall goude an disrann da vezañ difennet da implij an anv hag ober sonadegoù e Bro-Chile gant an anv Quilapayún.
Izili Quilapayún
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Izili istorel :
- Diazezer, Eduardo Carrasco : kan ha binviou avel
- Abaoe 1966, Carlos Quezada : kan ha binvioù tos
- Abaoe 1968, Hernan Gomez : kan , gitar ha charango
- Abaoe 1972, Hugo Lagos : kan , gitar, quena ha zampoña
- Abaoe 1973, Guillermo Garcia : kan ha gitar
- Abaoe 1978, Ricardo Venegas Carhart : kan, quena ha gitar-boud
- E 1967, Guillermo Oddo lesanvet Willy Oddo hag a zo marvet e 1991 ‘ba Santiago.
- Izili nevez :
- Abaoe 2003, Ismael Oddo (Mab Willy Oddo) : kan, sonerezh touchennaoueg ha gitar
- Abaoe 2004, Sebastian Quezada (Mab Carlos Quezada) : kan ha binvioù tos
- Abaoe 2007, Ricardo Venegas (Mab Ricado Venegas Carhat) : kan ha gitar-boud
- Abaoe 2009, Fernando Carrasco : kan, gitar, charango ha quenea
- Mario Contreras
- Ilizi kozh (disrannet eus ar strollad) :
- Rodolfo Parada
- Patricio Wang
- Patricio Castillo
Roll an embanadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Albom Studio :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1966 : Quilapayún
- 1967 : Canciones Folklóricas de América (Quilapayún & Víctor Jara)
- 1968 : X Vietnam
- 1968 : Quilapayún Tres
- 1969 : Basta
- 1970 : Quilapayún Cuatro
- 1970 : Cantata Santa María de Iquique (Quilapayún & Héctor Duvauchelle)
- 1971 : Vivir como él
- 1972 : Quilapayún Cinco
- 1973 : La Fragua (Texto & Músic by Sergio Ortega)
- 1975 : El pueblo unido jamás será vencido
- 1975 : Adelante
- 1976 : Patria
- 1977 : La Marche et le Drapeau
- 1978 : Cantata Santa María de Iquique (Nueva versión) (Quilapayún & Jean-Louis Barrault)
- 1979 : Umbral
- 1980 : Alentours
- 1980 : Darle al otoño un golpe de ventana...
- 1982 : La revolución y las estrellas
- 1984 : Tralalí Tralalá
- 1987 : Survarío
- 1988 : Los tres tiempos de América (Quilapayún + Paloma San Basilio)
- 1992 : Latitudes
- 1999 : Al horizonte
- 2005 : La Vida contra la Muerte (Inédit)
- 2006 : La fuerza de la Historia
- 2007 : Siempre
- 2009 : Solistas
- 2012 : Absolumente Quilapayún
- 2014 : Encuentros
Albom Live :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1974 : El pueblo unido jamás será vencido (Yhtenäistä Kansaa Ei Voi Koskaan Voittaa) (live 1973)
- 1977 : Enregistrement public
- 1983 : Quilapayún en Argentina
- 1985 : Quilapayún en Argentina Vol II (live 1983)
- 1989 : Quilapayún en Chile
- 2004 : El reecuentro (live 2003)
- 2005 : Inti+Quila (live 2004)
- 2012 : Homenaje a Victor Jara (live 2009)
- 2015 : 50 Años
- 2018 : Quilapayún Sinfónico (live 2016)
Kempunerzhioù :
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1983 : Quilapayún chante Neruda
- 1998 : Antología 1968-1992
- 2000 : Quilapayún Canta a Pablo Neruda, Vicente Huidobro, García Lorca y Grandes Poetas (compilation publiée par Warner Music Chile S.A.)