Luskellerez

Eus Wikipedia
Al luskellerez, taolenn gant William Bouguereau (1875).

Ul luskellerez a zo ur ganaouenn pe un ton a dalvez da lakaat ar vugale vihan da gousket. Peurvuiañ e vez eeun a-walc’h an ton hag adlavaret e vez ar c’homzoù meur a wech. Luskellerezioù a gaver en holl vroioù hag en holl yezhoù ar bed.

Luskellerezioù brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus ar re anavezetañ eo « Toutouig »[1].

Luskellerezioù e yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg eo anavezet mat « Dodo, l'enfant do / l'enfant dormira peut-être » ha « Fais dodo, Colas mon p'tit frère ». E saozneg eo brudet « Hush, Little Baby » pe « Twinkle Twinkle Little Star ».

Sonerezh klasel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a don zo bet savet gant sonaozourien glasel, war dri zon alies, da vont d’ober luskellerezioù. En o zouez e c’haller menegiñ ar Wiegenlied op. 49 gant Johannes Brahms hag ar berceuse op. 57 gant Frédéric Chopin. Sonaozourien all evel Franz Liszt, Maurice Ravel, Igor Stravinsky pe George Gershwin o deus savet luskellerezioù ivez.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. « Toutouig » a gaver en dastumad "Kanomp Uhel"( kein al levr), embannet gant Coop Breizh

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.