Los Machucambos
Los Machucambos a oa ul laz-seniñ aozet e Pariz er c'harter latin e miz Eost 1959 gant tri den: ur Spagnol, Rafael Gayoso, ur Gostarikadez, Julia Cortés (merc'h-vihan d'ar prezidant León Cortés Castro) hag ur Perouad, Milton Zapata, hag a yelo kuit e 1960 hag a laosko e lec'h gant un Italian, Romano Zanotti.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv iskis Los Machucambos eus un anv indian, eus Kreisteizamerika, roet d'an tatou.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da gentañ e oant anvet Los Acapulcos, met kuit ez eas ar c'haner mec'hikan Pedro gant un ostizez ha kemeret e voe e lec'h gant Julia Cortes.
Gant Los Machucambos e 1960 e voe roet da glevout ar ganaouenn Bamba en Europa a ganti e voe gonezet ganto ar Grand prix de l'Académie Française du disque. Met brudetoc'h e voent c'hoazh gant ur cha cha cha, Pepito, en 1961, hag a vo kanet ivez gant Bourvil.
Berzh a rae al laz gant mouezh Julia Cortes. Kanañ a raent tonioù da zañsal diouzh ar c'hiz met ivez kanaouennoù hengounel eus Mec'hiko hag ivez kanaouennoù skrivet gant Charles Aznavour pe Léo Ferré. .