Dong-a Ilbo

Dong-a Ilbo (Hangul: 동아일보; hanja: 東亞日報, Pemdeziek Azia reter) a zo kentañ kazetenn pemdeziek Su Korea. Savet ez eo bet er bloavezh 1920 e-pad dalc'hidigezh Korea gant lu impalaeriezh Japan abaoe ez eo kentañ kazetenn Korea ar Su. An tu politikel a zo mirour sioul.
Bemdez e vez gwerzhet 1,2 milion a skouerennoù. Doare al lennerien a zo tud a renk uhel, pennoù ar vro ha tud hag o deus deskamant uhel.
A-dreñv ar gazetenn Dong-A Ilbo e vez kavet an embregerezh-meur Dong-A Media Group (DAMG), un unvaniezh 16 embregerezh kleveled (Sports Dong-A, Dong-A Science, DUNet, dongA.com, hag ar chadenn skinwel Channel A)