Donald
Neuz
Donald zo un anv-badez saoznek a zeu eus an anv gouezelek Domhnall. Savet eo gant ar gerioù dumno ( "bed" ) ha val "ren", da lâret eo "rener ar bed". Tost eo an anv-se da anv ar penn galian Dumnorix.
Stumoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Domnall, Domhnall, Dumhnuil ha Dónall eo ar stummoù gouezelek.
- Dolina, Dolly, Donalda ha Donella eo ar stummoù evit ar merc'hed.
Tud dibar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Sant Donald anvet Donald a Ogilvy (Skos) e penn-kentañ an VIIIvet kantved. Lidet d'ar 15 a viz Gouere.
- Meur a roue ha den jentil gouezel a oa anvet Donald pe Domnall:
- Domnall Brecc, roue an Dál Riata (m. 642)
- Domnall mac Áedo, Roue Uhel Iwerzhon eus Cenél Conaill (m. 642)
- Domnall Midi, Roue Uhel Iwerzhon eus Clann Cholmáin (m. 763)
- Donald I a Vro-Skos (812–863)
- Donald II a Vro-Skos (889–900)
- Domnall I Strathclyde (m. etre 908 ha 916)
- Domnall II Strathclyde (fl. 916 X 934)
- Domnall III Strathclyde (m. 975)
- Donald III a Vro-Skos (1033–1099)
- Domhnall MacLochlainn, Roue Uhel Iwerzhon (1083 ha 1121)
- Domhnall I, Kont Mar (1276-1301)
- Domhnall Ó Néill, Roue Tír Eógain (m. 1325)
- Domhnall II, Kont Mar (1305-1332)
- Domhnall, Kont Lennox (1333-1365)
- Klan Donald (Na Domhnallaich, Siol Dhomhnaill) a zo ur c'hlann skosat a bouez.
- Klan MacDonnell Glengarry
- Dick ha Mac McDonald, diazezerien ar pretioù McDonald's.
- Donald Rumsfeld (ganet e 1932), politikour stadunanat, sekretour an difenn eus 2001 betek 2006
- Donald Sutherland (ganet e 1935), aktour kanadian
- Donald Trump (ganet e 1946), den a afer stadunanat, diazezet gantañ hag o ren an Trump Organization, prezidant SUA etre 2016 ha 2020
- Donald Tsang (ganet e 1944), politikour eus Hong Kong, penn ar seveniñ rannvro Hong-Kong
- Donald Tusk, politikour eus Polonia (ganet e 1957), kentañ ministr ar vro.
Tudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Donald Duck, houad brudet Disney
- Ronald McDonald, maskotenn ar pretioù MacDonald's.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The Donalds a zo menezioù lec'hiet el Low Lands skosat
- Donald ur gêr e kôrnog ar rannvro aostralian Victoria
- Donald ur gêr waremm e Kolombia Vreizhveuriat, Kanada