Donald Tusk
Donald Franciszek Tusk (distaget ['dɔnalt fran'ʨiʃɛk 'tusk] e poloneg) a oa bet ganet d'an 22 a viz Ebrel 1957 e Gdańsk, e Polonia.
Kentañ Ministr e vro eo bet etre miz Du 2007 ha miz Gwengolo 2014.
E dud zo eus Gdańsk. Kachoubed int, da lavaret eo e komzont ur yezh sklavek eus Pomerania.
Unan eus krouerien ar strollad frankizour Platforma Obywatelska eo.
D'an 21 a viz Here 2007 e oa bet 44 % eus ar mouezhioù gant e strollad.
D'an 30 a viz Eost 2014 e voe anvet da Brezidant ar C'huzul europat[1].
References[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Le Polonais Donald Tusk, nouveau président du Conseil européen, lemonde.fr, 2014-08-30