Don Letts
Don Letts (10 a viz Genver 1956 e Londrez) a zo un DJ, soner ha filmaozer breizhveuriat. Kemeret en deus perzh el luskad punk e Londrez, ha ken abred hag e 1978 e savas un teulfilm diwar-benn al luskad-se. A-drugarez dezhañ ivez eus bet brudet luskadoù sonerezh evel an dub hag ar reggae.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwerzher e voe er stal Acme Attractions, e Kings Road. Kevezerezh a veze etre Acme Attraction ha Sex, hag a oa stal Vivienne Westwood ha Malcolm McLaren. En Acme Attractions e skigne sonerezh reggae ha dub. Pa voe serret Acme Attractions e krogas d'ober war-dro The Slits. E Londrez e tarempredas Bob Marley, hag a-drugarez da Letts e tizoloas Marley al luskad punk. Diwar al luskad-se e savas an ton Punky Reggae Party. E 1978 e sevenas e deulfilm anvet The Punk Rock Movie hag e savas ur bladenn EP anvet Steel Leg vs the Electric Dread gant Keith Levene ha Jah Wobble. Er memes bloavezh ez eas ivez da Jamaika gant John Lydon . Letts az eas d'ar Stadoù-Unanet asambles gant izili The Clash hag e filmas anezho pa sonjont war al leuenn. Evel-se eo e tizoloas ar sevenadur hip-hop. Seveniñ a reas video an ton This Is Radio Clash. Goude bezañ bet skarzhet diouzh The Clash e savas Mick Jones ar strollad Big Audio Dynamite e 1984. Don Letts a gemeras perzh er raktres, ha kuitaat a reas ar strollad goude e bevare pladenn. Asambles gant izili all eus Big Audio Dynamite e savas ur strollad all anvet Screaming Target. Lakaat a rejont embann ur bladenn nemetken, Hometown Hi-Fi he zitl, e 1991. E 2003 e sevenas ar film Westway to the World. Un teulfilm diwar-benn The Clash eo, ha gounit a reas ur Grammy award. Un teulfilm e gwenn ha du eo, ma weler pegen tizhet e voe Joe Strummer gant divodañ The Clash. Kemer a reas perzh ivez e seveniñ ur film rumm B anvet One Love gant Ky-Mani Marley, unan eus mibien Bob Marley. Don Letts en deus aozet meur a zastumadeg tonioù evel Dread Meets Punk Rockers, Dread meets B-Boys ha Don Letts presents: The Mighty Trojan Sound. E 2007 e kemeras perzh er film "The future is unwritten" (savet gant Julien Temple) diwar-benn Joe Strummer.
E filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rock It To Rio : Franz Ferdinand (2006)
- Tales of Dr.Funkenstein : George Clinton (2006)
- The Making of All Mod Cons : The Jam (2006)
- Brother From Another Planet : Sun Ra (2005)
- The Revolution Will Not Be Televised (Gil Scott-Heron) 2005
- The Right Spectacle: The Very Best of Elvis Costello - The Videos (2005) (vidéo)
- Punk: Attitude(2005) (teulfilm)
- Making of 'London Calling' : The Last Testament (2004) (video)
- One Love (2003)
- The Essential Clash (2003) (video)
- The Pretenders : Greatest Hits (2000) (V) (video "Back on the Chain Gang")
- The Clash : Westway to the World (2000) (vidéo)
- Dancehall Queen (1997)
- Dancing in the Streets:Planet Rock (1997) (teulfilm)
- Pretenders: The Singles (1988) (video) ("Back on the Chain Gang")
- The Punk Rock Movie (1978)