Divwerzenn
Neuz
Un divwerzenn zo ur barzhoneg, pe un darn eus ur barzhoneg, enni div werzenn klok o ster hep gwerzennoù all.
Krennlavaroù zo a zo divwerzennoù anezho :
- Re gravat a boazh,
- Re brezeg a noaz.
Er c'hatekiz e veze klasket deskiñ gourc'hemennoù Doue e stumm divwerzennoù :
- Un doue hepken a adori
- Ha dreist pep tra a gari.
Un doare da aesaat an deskiñ eo an divwerzennoù, evel an teirgwerzennoù hag ar pedergwerzennoù ivez.
Barzhoniezh vrezhonek
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un doare eeun da werzaouiñ eo an divwerzenn. An doare-se a gaver er sonioù kozh, hag er sonioù da zañsal e brezhoneg.
- Gant gwerzennoù eizhsilabennek
Kalzik a sonioù kozh a grog evel-hen :
- Selaouit holl 'ta, selaouet
- Ur son a zo nevez savet.
Ar re-se neuze a zalc'h da vont gant divwerzennoù.
Gwerz Ker Is zo savet evel-se :
- Petra 'zo nevez e Kęr Is
- Ma'z eo ken drant ar yaouankiz,
- Ma klevan-me ar binioů,
- Ar vombard hag an telennoù ?
- Gant gwerzennoù trizeksilabennek
Er ganaouenn Metig :
- Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet
- An istor eus ma daeloù ha ma foanioù kalet.
E yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E saozneg ez eo doare Canterbury Tales Geoffrey Chaucer er Grennamzer, hini John Dryden er XVIIvet kantved ha hini Alexander Pope en XVIIIvet kantved.
- E galleg e kaver an doare-se da ober e gwerzennoù al lennegezh klasel hag ar c'hoariva klasel, gant Corneille ha Racine, pe gant tud evel Nicolas Boileau :
- Ce que l'on conçoit bien s'énonce clairement,
- Et les mots pour le dire arrivent aisément. (Boileau, Art poétique, Kan I)[1]