Dispac'h miz C'hwevrer
Rann eus | Dispac'h Rusia 1917 ![]() |
---|---|
Anvet diwar | C'hwevrer ![]() |
Stad | Impalaeriezh Rusia ![]() |
E tiriad | Impalaeriezh Rusia ![]() |
Lec'h | Sant-Petersbourg, Impalaeriezh Rusia ![]() |
Deiziad | 1917 ![]() |
Deiziad kregiñ | 8 Meu 1917 ![]() |
Deiziad echuiñ | 16 Meu 1917 ![]() |
Darvoud-alc'hwez | Nicholas II of Russia's abdication ![]() |
Perzhiad | Impalaeriezh Rusia, Nikolaz II Rusia, Alexander Kerensky ![]() |
Abeg pennañ | origins of the February Revolution, Brezel-bed kentañ ![]() |
Efed | diskar Impalaeriezh Rusia ![]() |
Has contributing factor | Devezh etrebroadel gwirioù ar merc'hed ![]() |

Graet e vez Dispac'h Rusia 1917, pe Reveulzi Rusia 1917, eus tout an darvoudoù a c'hoarvezas e Rusia e-kerzh ar bloaz 1917 hag a gasas d'an traoñ ren an Tsared, e-pad Dispac'h miz C'hwevrer, ha da savidigezh an Unvaniezh Soviedel, goude Dispac'h miz Here, ur stad gouarnet gant komunisted.
Dispac'h C'hwevrer (Meurzh 1917) a oa bet un taol dispac'h tro-dro da Petrograd (hiziv Sant Petersburg), kêrbenn Rusia er mare-se. E-pad ar rouestl, izili eus ar parlamant impalaeriel (an Douma) o devoa kemeret ar galloud war ar vro. Sevel a rejont ar Gouarnamant Rusian da c'hortoz met a oa talet kreñv gant interestoù ar gapitalisted hag an noblañsoù. Pennoù al lu rusian a soñje dezho ne oa ket posubl da vougañ ar reveulzi. Bountañ a rejont war an tsar Nikolaz II evit ma rofe e zilez. Ar Soviedoù, a oa savet dreist-holl gant soudarded ha klasad micherourien ar c'hêrioù bras, o devoa laosket ar gouarnamant da c'hortoz da ren, met o terc'hel galloud war ar gouarnamant hag o kaout bezenoù armet lies. Reveulzi C'hwevrer a oa ganet e-pad kolloù ramzel milourel ar C'hentañ Brezel-bed (1914–18), o devoa lakaet al lu rusian da gouezhañ ha da emsevel a-enep ar brezel.