Diplomatiezh Twitter
Diplomatiezh Twitter (saozneg: Twitter diplomacy), skrivet ivez "Twiplomacy" pe "hashtag diplomacy", a vez graet eus implij ar rouedad sokial Twitter, gant pennoù Stad, pennoù aozadurioù stad, hag an diplomated evit kas da benn obererezhioù politikel ha ledanat nerzh an diplomatiezh foran.
Twitter a zo bet implijet alies war dachenn an eskemmoù diplomatel, etre eskemmoù tomm (gourc'hemennoù, gourc'hemennoù kañv), kelaouiñ eus liammoù diplomatel pe eskemmoù dichek etre pennoù broioù evel etre Donald Trump ha Kim Jong-un.
Kudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kudennoù a c'hell sevel dre implij an diplomatiezh-se. Buan ha buan e vez savet twittoù hag a-wechoù e vez c'hwitet an taol. E 2015, Hassan Rohani prezidant Iran, en devoa embannet un twitt war e gont Twitter met en gwirionez e oa un eskemm personel a oa sañset da chom kuzh. Rediet e oa bet da reiñ lamm d'an twitt ar buanañ ar gwellañ met re ziwezhat e oa : eskemmet e oa bet dre internet[1].
Implij hervez al lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Twiplomacy a oa bet studiet e 2013 evit gwelet an implij a veze graet anezhañ hervez ar gouarnamantoù dre ar bed:
- Afrika: 71% eus ar gouarnamantoù
- Azia: 75% eus ar gouarnamantoù
- Europa: 100% eus ar gouarnamantoù
- Norzhamerika: 18 gouarnamant
- Oseania: 38% eus ar gouarnamantoù
- Suamerika: 92% eus ar gouarnamantoù