Mont d’an endalc’had

Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall
European Parliament election in France
Rann eus2024 European Parliament election Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
A dalv evit tiriadUnaniezh Europa Kemmañ
Raklec'hiet gant2019 European Parliament election in France Kemmañ
Deiziad9 Mez 2024 Kemmañ
Efed2024 dissolution of the National Assembly Kemmañ

An dilennadegoù evit Parlamant Europa 2024 e Bro-C'hall zo bet dalc'het d'an 8 ha 9 a viz Even 2024 evit dilenn 81 c'hannad europat evit Frañs e Parlamant Europa a-douez un hollad a 720 hag a za d'ober ar parlamant ; 38 listenn a zo bet kinniget d'ar voterien.

Ur wech anavezet an disoc'hoù ez eus bet gwelet ur c'holl bras gant tu ar prezidant Emmanuel Macron. Ouzhpenn se ez eus bet merzet anat un niver bras a vouezhioù evit an tu dehoù pellañ, betek e Breizh, ar pezh a zo bet lakaet da istorel. Prezidant Frañs en deus embannet e vefe divodet ar Vodadenn Vroadel ha galvet d'an dilennadegoù.

En Unaniezh Europa, Ursula von der Leyen zo bet penn Kengor Europa abaoe 5 bloaz. E-kerzh he resped eo c'hoarvezet ar Bedreuziad COVID-19 ; broioù an Unvaniezh o doa prenet pareoù ha staliet ur Steuñv adlañsiñ Europa boutin. Bez' ez eus bet ivez Aloubadeg Ukraina gant Rusia, en deus krouet un aergelc'h drastus gant pignidigezh priz an energiezh, distro ar monc'hwezh kement hag ur c'hoant da adsevel nerzhioù difenn evit Europa. Ukraina zo bet aotreet da gaout ar statud kandidad evit bezañ degemeret en dazont en Unvaniezh Europa, evel Moldova ha Jorjia.

Tro un eurvezh goude ma vije bet embannet ent-ofisiel an disoc'hoù evit dilennadegoù Parlamant Europa ha ma oa bet gwelet ar strollad Renaissance o vezañ trec'het gant an Rassemblement National, Emmanuel Macron en doa galvet da zivodañ ar Vodadenn Vroadel ha gervel d'an dilennadegoù kannaded d'an 30 a viz Even ha d'ar 7 a viz Gouhere. Diskleriet en deus ar prezidant gall, da-heul an disoc'h-se en dilennadegoù europat, e oa ar vroadelouriezh hag an tu dehoù pellañ o kreskiñ er vro hag e oa un dañjer evit Frañs kement hag evit Unaniezh Europa.