Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall
Neuz
(Adkaset eus Dilennadeg prezidant ar Republik C'hall)
Dilennadeg prezidant ar Republik c'hall
Iskevrennad eus | presidential election, dilennadegoù e Bro-C'hall |
---|---|
Stad | Frañs |
Post da bourveziñ | Prezidant ar Republik C'hall |
Gant dilennadeg prezidant ar Republik C'hall e vez dibabet an den a vo anvet da brezidant ar Republik C'hall e-pad pemp bloaz. Seizh vloaz e pade ar garg a-raok ar bloaz 2000.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar prezidant kentañ e oa Louis-Napoléon Bonaparte e miz Kerzu 1848 ; adalek miz Kerzu 1852 e voe "Impalaer ar C'hallaoued" gant an anv "Napoleon III".
Dilennet e veze ar prezidant gant ar muiañ-niver er Parlamant.
- 1873 : Patrice de Mac Mahon (65 bloaz)
- 1879 : Jules Grévy (72 vloaz)
- 1885 : Jules Grévy (78 vloaz)
- 1887 : Sadi Carnot (50 vloaz)
- 1894 : Jean Casimir-Perier (47 vloaz)
- 1895 : Félix Faure (54 bloaz)
- 1899 : Émile Loubet (61 bloaz)
- 1906 : Armand Fallières (65 bloaz)
- 1913 : Raymond Poincaré (53 bloaz)
- Genver 1920 : Paul Deschanel (65 bloaz)
- Gwengolo 1920 : Alexandre Millerand (51 bloaz)
- 1924 : Gaston Doumergue (61 bloaz)
- 1931 : Paul Doumer (74 vloaz)
- 1932 : Albert Lebrun (61 bloaz)
- 1939 : Albert Lebrun (68 vloaz)
Dilennet e veze ar prezidant gant ar muiañ-niver er Parlamant.
- 1947 : Vincent Auriol (63 bloaz)
- 1953 : René Coty (71 vloaz)
E 1958 e oa bet dilennet ar prezidant gant ar muiañ-niver en ur bodad dilenn.
- 1958 : Charles de Gaulle (68 vloaz)
Goude 1962 e vez dilennet ar prezidant gant muiañ-niver an holl voterien.
- 1965 : Charles de Gaulle (75 vloaz) ; François Mitterrand a oa chomet e-tal dezhañ goude an dro gentañ.
- 1969 : Georges Pompidou (58 vloaz) ; Alain Poher a oa chomet e-tal dezhañ.
- 1974 : Valéry Giscard d'Estaing (48 vloaz) ; F. Mitterrand a oa chomet e-tal dezhañ.
- 1981 : François Mitterrand (65 bloaz) ; V. Giscard d'Estaing a oa chomet e-tal dezhañ.
- 1988 : François Mitterrand (72 vloaz) ; Jacques Chirac a oa chomet e-tal dezhañ.
- 1995 : Jacques Chirac (63 bloaz) ; Lionel Jospin a oa chomet e-tal dezhañ.
- 2002 : Jacques Chirac (70 vloaz) ; Jean-Marie Le Pen a oa chomet e-tal dezhañ.
- 2007 : Nicolas Sarkozy (52 vloaz) ; Ségolène Royal a oa chomet e-tal dezhañ.
- 2012 : François Hollande (58 vloaz) ; N. Sarkozy a oa chomet e-tal dezhañ.
- 2017 : Emmanuel Macron (39 bloaz) ; Marine Le Pen a oa chomet e-tal dezhañ.
- 2022 : Emmanuel Macron (44 bloaz) ; Marine Le Pen a oa chomet e-tal dezhañ.