Die Antwoord

Die Antwoord zo ur strollad hip hop eus kêr ar C'hab (Suafrika).
Er strollad emañ Nijaed ar c'haner rap, ¥o-Landi Vi$$er, ur c'haner all, Wanga ar ganerez, ha Hi-Tek, un Disc Jockey (DJ) (Beats/DJing). Ur meskaj rap, drum & Bass hag un tammig elektro a sonont. Ar c’homzoù zo ur c’hempouez etre ar c’hritik sokial hag ar flemmgan, skrivet en afrikaneg, xhosa hag e saozneg komzet gant ur pouez-mouezh izelvroek, ar pezh a ro ur saozneg drolik a-walc’h en divskouarn[1].
Deskrivañ a ra ar strollad e stumm sonerezh evel ur Zef, ar pezh a dalvez en afrikaneg ar straedoù ur « Prolet » pe « Paotr ar c’hoajoù ». Gwelet eo Zef gant ar strollad evel ur meskaj digomprenus o tont eus meur a sevenadur eus Afrika ar Su, ar pezh a vod anezho kenetrezo en o son. E stumm ar rap forban stadunanat e vez komzet amañ eus emdroadur tud eus karterioù ha rannoù sokial afrikan izelañ ("Rich Bitch"). Ar bladenn gentañ a oa deuet er-maez er bloavezh 2009 war lec’hienn ar strollad. Skoazellet o deus arzourien evel Jack Parow, Jaak Paarl (aka Jaak), Knoffel (aka Garlic Brown), Scallywag and Isaac Mutant mitDigomprenus. Brudet int bet a-drugarez da farserien ar skinwel su-afrikan. Frontmann Ninja (Watkin Tudor Jones) a zo un arzour brudet el leurenn suafrikan hag e cheñch alies a aktourienDigomprenus. Bez e oa alies c’hoari gant al lesanv "MaxNormal" hag evel Waddy Jones gant "The Constructus Corporation"Digomprenus.
Goude ma vije bet treuzkaset ar video "Zef-Side" war ar rouedad hag war blogoù en deus savet ar strollad, gant skoazell ar produktour Rob Malpage, ar video "Enter the Ninja". Hemañ zo bet kliket 10 milion a wechoù war YouTube. Ennañ emañ c’hoazh DJ Leon Botha Su afrikans, marvet e 2011. Ar strollad en deus bet ar gwir da seniñ er Stadoù-Unanet er Coachella Valley Music and Arts Festival. Ninja ha ¥o-Landi o deus c’hoariet e 2010 ar rolloù er filmig Harmony Korines "Umshini Wam"[2].
E-kerzh an hañv en 2011 o deus c’hoariet gant Linkin Park evel strollad loc’hañ ar sonadeg Oberurseler Hessentag (Alamagn) evit ar raktres reveulziek: A Thousand Suns World Tour Digomprenus. E 2012 o deus sonet e leun a sonadegoù, ar Southside Festival, ar Neuhausen ob Eck hag an Hurricane Festival.
Pladennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 2009 : $O$
- 2010 : 5 (EP)
- 2010 : Enter the Ninja (Single)
- 2010 : Evil Boy (Single) (mit Diplo)
- 2011 : Rich Bitch (Single)
- 2012 : Ten$Ion
- 2012 : I Fink U Freeky (Single)
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
- (en) Discogs
