Hent Sant-Jakez (galaksienn) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hif:Milky Way
Linenn 41: Linenn 41:
[[gv:Raad Mooar Ree Gorree]]
[[gv:Raad Mooar Ree Gorree]]
[[he:שביל החלב]]
[[he:שביל החלב]]
[[hif:Milky Way]]
[[hr:Mliječni put]]
[[hr:Mliječni put]]
[[hu:Tejútrendszer]]
[[hu:Tejútrendszer]]

Stumm eus an 19 Meu 2011 da 13:49

Hent-Sant-Jakez eo anv ar c'halaksienn m'emañ koskoriad an Heol (hag an Douar). Gallout a reer gwelet ul lodenn anezhi pa ne vez ket goloet an oabl ha pa vez bihan ar gouleier, en trovanoù peurgetket, dindan stumm ur vandenn sklaeroc'h en oabl diouzh an noz. Abalamour m'emaomp enni, war he lez da vezañ resisoc'h ez eo diaes goût petore stumm he deus d'ar just. Gouzout a reer avat ez eo heñvel a-walc'h ouzh galaksienn Andromeda. Ur c'halaksienn droellennek eo eta, met diaes eo goût hag eñ ez eo ur c'halaksienn droellennek ordinal pe ur c'halaksienn droellennek sparlet, rak bout a ra en he c'hreiz ur varrenn vihan dizoloet e 1991. Diaes eo ivez gouzout peseurt troellenn eo (a, b pe c hervez derez digoradur ar brec'hioù) peogwir ne c'haller ket gwelet hor galaksienn diouzh an diavaez. Arguzennoù disheñvel a bouez evit brec'hioù kentoc'h serret (b) pe kentoc'h digor (c). Termenet eo eta evel ur c'halaksienn eus ar seurt S(B)bc. Stumm ur bladenn he deus dre vras, dezhi 25 000 parsek treuzkiz gant ur voull er c'hreiz, kelc'hiet e-unan gant ur rodenn sferek 30 kiloparsek treuzkiz, rouesoc'h ar stered enni. War-dro 140 miliard a stered zo enni, an heol en o mesk. He zolz a vefe meur a kantad miliard a dolzioù Heol. Ne veze roet an anv « Hent-Sant-Jakez » nemet d'al lodenn eus hor galaksienn a c'haller gwelet gant an daoulagad da gentañ,ar vandenn arwenn-se a weler en oabl diouzh an noz hag zo treset gant pladenn ar c'halaksienn, met implijet e vez bremañ da envel holl hor galaksienn.