Tony Blair : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ast:Tony Blair
D Robot Ouzhpennet: uk:Блер Тоні
Linenn 86: Linenn 86:
[[th:โทนี แบลร์]]
[[th:โทนี แบลร์]]
[[tr:Tony Blair]]
[[tr:Tony Blair]]
[[uk:Блер Тоні]]
[[vi:Tony Blair]]
[[vi:Tony Blair]]
[[zh:托尼·布莱尔]]
[[zh:托尼·布莱尔]]

Stumm eus an 25 Eos 2006 da 18:15

Patrom:Peurunvan

D'ar 6 a viz Mae 1953 e Dinedin (Bro-Skos) e oa bet ganet Anthony Charles Lynton Blair.

Restr:BlairL.jpg
Poltred Tony Blair

Kentañ-Ministr ar Rouantelezh Unanet an hini eo abaoe 1997.

E St John's College en Oxford en deus kaset e studioù. Goude bezañ tapet e destenn-skrid a alvokad ez eas gant Strollad al Labour met korbellet e voe d'an dilennadegoù kannad e 1982.

War-lerc'h ez eas gant tu adreizhañ ar strollad.

E 1994 ez eas Smith d'an anaon diwar ul lamm-galon. Blair a savas emglev gant Gordon Brown evit mont da benn ar strollad : Blair a vefe kentañ Ministr, Brown a yafe karg an Ekonomiezh gantañ.

D'ar 1añ a viz Mae 1997 e voe dilennet Blair e penn ar vro goude un trec'h splann ouzh ar mirour John Major. 18 vloaz oa ne oa ket bet al Labour e penn ar vro.

Etre 1997 ha 2001 e lakaas e vro e da gemer perzh e brezel Kosovo.

Brasoc'h c'hoazh e voe trec'h al Labour e 2001. Ar C'hentañ Ministr a zo padet ar pellañ eo Blair abaoe ar 1añ a viz Eost 2003 (Harold Wilson an hini a oa padet ar muiañ a-raok, etre 1964 ha 1970).

A-du gant ar Stadoù-Unanet eo savet bepred evit an aferioù diavaez, koulz e-pad ar brezel en Afghanistan pa gasas di al lu Saoz d'ar 6 Here 2001 pe en Irak, daoust d'ar muiañ-niver bezañ a-enep dezhañ en e vro. Da skouer ez eas ur milion a dud da vanifestiñ a-enep ar brezel e Londrez d'ar 15 C'hwevrer 2003 met derc'hel a reas Blair d'e soñj ha d'an 18 a viz Meurzh ez eas 42 000 soudard da Irak.

D'ar 7 Mezheven 2001 e voe trec'h war an Tories evit an eil gwezh hag ur muiañ-niver klok gant al Labour adarre.

D'ar 6 a viz Mae 2005 ez eas ar maout gantañ evit an trede gwezh da heul, ar pezh na oa bet c'hoarvezet biskoazh evit strollad al Labour.