Italianeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Pokorny (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14: Linenn 14:
[[Yezhoù italek]]

[[Yezhoù italek]]

[[Yezhoù romanek]]

[[Yezhoù romanek]]

''Italianeg''

'''Italianeg'''

|YezhOfisiel= [[Italia]], [[Suis]], [[San Marino]], [[Slovenia]], [[Kroatia]], [[Keoded ar Vatikan]], [[Somalia]], [[Unaniezh Europa]]
|YezhOfisiel= [[Italia]], [[Suis]], [[San Marino]], [[Slovenia]], [[Kroatia]], [[Keoded ar Vatikan]], [[Somalia]], [[Unaniezh Europa]]
|akademiezh= Accademia della Crusca
|akademiezh= Accademia della Crusca

Stumm eus an 30 Mae 2006 da 21:47

Patrom:Peurunvan

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

{{{2}}}

An italianeg a zo ur yezh renket e-touez ar yezhoù romanek, ar re-mañ e familh ar yezhoù indez-europek. Meur a rannyezh (ha sokiolektenn) italek-romanek a vez kavet. En Italia hag e Suis (kanton Ticino) e vez komzet hag e kumuniezhoù an Italianed divroet er bed a-bezh.

Evel meur a yezh Stad eo an italianeg modern ur rannyezh hag he deus graet berzh er-maez eus he fastell-vro, rannvro Toskania. Ar rannyezh toskan, an hini komzet ha skrivet e kêrioù Firenze, Pisa ha Siena, a zo aet da vezañ yezh Italia a-bezh, peogwir eo an hini vrudetañ e-keñver ar sevenadur hag dreist-holl al lennegezh.
E toskaneg eo bet skrivet levrioù Dante Alighieri, Petrarca ha Bocaccio a vez sellet outo evel an tri skrivagner italianek brasañ.
Brud Firenze, ur gaer a geoded, galloudus ha pinvidik a-gozh, kentañ kêrbenn Italia, a zo bet ur fed a-bouez ivez.

Italianeg ha brezhoneg

Gerioù brezhonek a orin italianek (geriadur An Here)

Deuet ez eus un nebeud gerioù italianek e brezhoneg, dre hanterouriezh ar galleg peurvuiañ.

• mandolinenn (It: mandolino)
• piano (It: piano)
• pizza (It: pizza)
• spaghetti (It: spaghetti)

Geriadurioù

Oberennoù italianek bet troet e brezhoneg