Kamp-diouennañ : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
E nevez amzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet [[Einsatzgruppen]], a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.
E nevez amzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet [[Einsatzgruppen]], a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.


==Mont en-dro ar c'hampoù==
Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolenoù ar yec’hedouriezh.
Krog e oa ar c’hampoù-diouennañ da vont en-dro adalek penn-kentañ ar bloavezh 1942. C’hwec’h e oant neuze, hag an holl anezho savet e Pologn nevez-aloubet : Auschwitz-Birkenau, Treblinka, Majdanek, Sobibor, Belzec, Chelmno.
*Evit Auschwitz-Birkenau ha Majdanek a oa war un dro kreizennoù lazhañ diouzhtu ha kampoù-labour dre heg.
*Treblinka, Sobibor, Belzec ha Chelmo ne oant nemet lec’hioù da lazhañ tud kenkent ha degouezhet. E gwirionez ne oant ket kampoù zoken dre ma ne oa netra aozet a-benn reiñ bod d’an dud [[dezouget]] a veze lazhet diouzhtu. Un nebeud prizonidi koulskoude, a veze lakaet d’ober war-dro ar c’hamp.

Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.




==Da vont pelloc’h==
==Da vont pelloc’h==

Stumm eus an 20 Meu 2006 da 17:41

Ur c’hamp-diouennañ a zo ur c’hamp-bac’h aozet evit lazhañ tud a vernioù (a gantadoù pe a viliadoù). Peurvuiañ e vez graet an anv-se eus ar c’hampoù-diouennañ savet gant an Nazied e-pad an eil brezel bed.

E kampoù-diouennañ an Nazied e veze aozet ha kaset da benn, gant doareoù an industriezh, al lazhadegañ tud a veze kavet diezhomm, Yuzevien anezho dreist-holl, hogen tsiganed hag heñvelrevaded ivez. Evit a sell ar Yuzevien e veze graet «an diskoulm diwezhañ da gudenn ar Yuzevien » eus al lazhadegañ gant an dud e karg dindan an Nazied.

E-kerzh kendiviz Wannsee, e-kichenik Berlin, d’an 20 a viz Genver 1942, eo e voe kemeret an disentez da ziouennañ an dud « diezhomm ».

Klasket e oa bet diouennañ an dud siet a gorf pe a spered (program T4) e-barzh ar Reich a-raok klask kas da benn an diskoulm diwezhañ d’ar gudenn yuzev. D’ar c’houlz-se eo e oa bet graet al lazhoù kentañ gant gaz. Ranket o devoa an Nazied paouez gant an euzh hag an droug a oa savet er vro war-lerc’h ma oa bet brudet an oberoù-se gant an ilizoù protestant.

Kregiñ a ra marevezh al lazhadegañ yuzevien gant aozadur ar c’hampoù-diouennañ. A-raok-se e veze klasket o distruj gant an naonegezh hag ar c’hleñvedoù, ha dre o heskinañ er ghettoioù ma oant bet tolpet dre heg er broioù aloubet er Reter gant an Nazied. E nevez amzer ar bloavezh 1941, ha gant aloubadeg an Unvaniezh Sovietek eo e krogas lazhadeg groñs ar Yuzevien. A-drek linenn an talbenn e veze kaset en-dro gant bagadoù arbennik anvet Einsatzgruppen, a voe lazhet gante etre 700 000 hag 800 000 a dud.

Mont en-dro ar c'hampoù

Krog e oa ar c’hampoù-diouennañ da vont en-dro adalek penn-kentañ ar bloavezh 1942. C’hwec’h e oant neuze, hag an holl anezho savet e Pologn nevez-aloubet : Auschwitz-Birkenau, Treblinka, Majdanek, Sobibor, Belzec, Chelmno.

  • Evit Auschwitz-Birkenau ha Majdanek a oa war un dro kreizennoù lazhañ diouzhtu ha kampoù-labour dre heg.
  • Treblinka, Sobibor, Belzec ha Chelmo ne oant nemet lec’hioù da lazhañ tud kenkent ha degouezhet. E gwirionez ne oant ket kampoù zoken dre ma ne oa netra aozet a-benn reiñ bod d’an dud dezouget a veze lazhet diouzhtu. Un nebeud prizonidi koulskoude, a veze lakaet d’ober war-dro ar c’hamp.

Evit bezañ sur e chomfe sioul ar brizonidi betek ar vunutenn diwezhañ e veze roet dezho da grediñ e oant o vonet da gaout ur strinkad dour en abeg da reolennoù ar yec’hedouriezh.


Da vont pelloc’h

Er sinema

Kalzik a filmoù-skinwel zo bet savet diwar-benn ar c’hampoù-diouennañ, kalz nebeutoc’h evit ar sinema :

  • Nuit et brouillard, 1955, film-dihelloù gant Alain Resnais.
  • Shoah, gant Claude Lanzmann.
  • La vita è bella (La vie est belle), film savet gant Roberto Benigni e 1998.

Lennegezh

Gwelout al levrioù meneget er pennadoù Auschwitz-Birkenau, ha Primo Levi.

Liammoù diabarzh

Roll kampoù-bac’h an nazied