Bendigeidfran : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 13: | Linenn 13: | ||
==Haroz== |
==Haroz== |
||
Un haroz meur eo Bendigeidfran, e doare Cúchulainn. Hervez mojennoù all ez eo un doue er Bed Arall, sonour, brezelour, diouganour. |
Un [[haroz]] meur eo Bendigeidfran, e doare [[Cúchulainn]]. Hervez mojennoù all ez eo un [[doue]] er Bed Arall, sonour, brezelour, diouganour. Krediñ a reer eo gant ar gristeniezh eo e voe lakaet ar ger ''benniget'' e deroù e anv. |
||
<!-- |
<!-- |
Stumm eus an 20 Her 2008 da 17:34
Bran, pe Bendigeidfran, pe Bendigeidfran fab Llŷr (Bran Benniget, e brezhoneg), eo anv Roue Enez Vreizh ha breur Branwen en danevell Branwen ferch Llŷr, an eil eus Pedair Cainc y Mabinogi. Ur ramz eo, ha n'eus ti bras a-walc'h evitañ, na bag kreñv a-walc'h .
E deroù an danevell emañ ar roue Bendigeidfran war ur roc'h en Harlech o sellout ouzh ar mor, gantañ e vreur Manawyddan, ha daou hantervreur, Nisien hag Efnysien, mibion d'e vamm Penarddun, merc'h Beli fab Mynogan, bet dimezet a-raok.
Listri zo o tostaat. Deuet eo Matholwch, roue Iwerzhon, da c'houlenn c'hoar Bendigeidfran, Branwen, da zimeziñ. Graet e vo an eured, emglev zo, ha banvez, ha traoù war an daol.
Ha setu Efnysien, hantervreur Branwen, o tegouezhout e-kreiz ar fest. Konnar a sav ennañ pa glev ar c'heloù. Mont a ra da droc'hañ muzelloù, divskouarn, ha lostoù kezeg Matholwch. Hag an Iwerzhonad da fuloriñ ivez. Evit sioulaat dezhañ e rank Bendigeidfran reiñ dezhañ kezeg nevez, hag ur gaoter vurzhudus.
Hag an dud nevez da Iwerzhon. Eno e tremen mat an traoù da gentañ. Tri bloaz goude e teu un dred eus Iwerzhon da gas keloù dezhañ: vil a vez graet eus e c'hoar Branwen gant he fried. Hag eñ mont gantun arme da Iwerzhon. E-keit m'emañ e listri o treizhañ ez a eñ war droad a-dreuz ar mor.
Brezel zo, ha lazhet kalz tud. Trec'h eo ar Vrezhoned met ne chom nemet seizh anezho. Gloazet-fall eo Bran ha goulenn a ra bezañ dibennet ha kas e benn da Londrez. E-pad seizh vloaz ha pevar-ugent emañ ar seizh den o riboulat ha penn Bran gante o kaozeal.
Haroz
Un haroz meur eo Bendigeidfran, e doare Cúchulainn. Hervez mojennoù all ez eo un doue er Bed Arall, sonour, brezelour, diouganour. Krediñ a reer eo gant ar gristeniezh eo e voe lakaet ar ger benniget e deroù e anv.