Satir : diforc'h etre ar stummoù
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 25: | Linenn 25: | ||
[[Rummad: mojennoù Hellaz]] |
[[Rummad: mojennoù Hellaz]] |
||
[[Rummad: |
[[Rummad:Dionysos]] |
||
[[bs:Satiri]] |
[[bs:Satiri]] |
Stumm eus an 25 Gou 2007 da 08:09
.
Ur satir (σάτυρος / sáturos e gregach, satyrus en latin) zo ur boud dreistnatur eus mojennoù Hellaz kozh, arouez nerzh an Natur. Diskouezet e vezont gant kerniel ha treid givri, hag ul lost hir dezho.
Mojennoù
Gwazed yaouank int, dremmen ha korfoù tud dezho, ha divskouarn kezeg. A-wechoù e vez faziet gant lod hag a vesk satired ha faoned, hag a liv satired gant korfoù hanter-tud hanter-bouc'hed, gant divskouarn a-bik, kerniel ouzh o fenn, blev hir ken-ha-ken, ur fri togn, ul lost gavr, hag un ibil sonn dalc'hlmat.
Gant ar menadezed e vezont e lidambroug an doue Dionisos, hag a-wechoù gant an doue Pan. Krec'hin loened a vez dindane alies, ha dreist-holl pantera, loen arouez Dionisos.
Alies e vezont gwelet o tañsal gant nimfezed, ur c'hibad gante en un dorn dezho. Ar stired kozh a vez graet silened anezho, hervez Silenos, kelenner Dionisos, ha brudetint da vezañ vil da spontañ.
Ster a-vremañ
Ne oa ket a-walc'h teurel ar bec'h e gaou war ar satir abalamour ma vije ul loen ludik , ret e oa ober an anv-se ouzh gwazed prest dalc'hmat da sailhat war gement feumeulenn o tremen war-hed-taol, pe sorc'hennet gant c'hoari daou gant merc'hedigoù, pe gant dispakañ o feadra d'ar maouezed, pa ne vezont ket o kuzhat da sellout ouzh ar gwragez o tiwiskañ.
Aes eo fallvrudañ ar satired, ha lakaat war o chouk sioù ha torfedoù an dud, pa n'emaint ket amañ evit en em zifenn.