Yerom Buleon : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D ortho, replaced: <ref → <ref using AWB
 
Linenn 4: Linenn 4:
Beleget e voe d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[1878]]. Person [[Begnen]] e voe adalek [[1899]] hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet ''Er Hlohig Begnen''. Chaloni a enor e voe e [[1901]]. E [[1906]] e voe anvet da berson-arc'hebeleg iliz-veur Gwened.
Beleget e voe d'ar [[16 a viz Meurzh]] [[1878]]. Person [[Begnen]] e voe adalek [[1899]] hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet ''Er Hlohig Begnen''. Chaloni a enor e voe e [[1901]]. E [[1906]] e voe anvet da berson-arc'hebeleg iliz-veur Gwened.


Eus [[1905]] da [[1914]] e voe e penn ar ''[[Revue Morbihannaise]]'', ur gelaouenn c'hallek a blede gant an Istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur ''Histoér Santél'' <ref>''Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar'', moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, ''Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar'' e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, ''Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar'' e 1900</ref> ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn ''[[Dihunamb]]''. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur [[Matilin Buleon]] a voe dastumer kanaouennoù ivez.
Eus [[1905]] da [[1914]] e voe e penn ar ''[[Revue Morbihannaise]]'', ur gelaouenn c'hallek a blede gant an Istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur ''Histoér Santél''<ref>''Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar'', moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, ''Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar'' e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, ''Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar'' e 1900</ref> ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn ''[[Dihunamb]]''. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur [[Matilin Buleon]] a voe dastumer kanaouennoù ivez.


==Oberennoù==
==Oberennoù==
Linenn 20: Linenn 20:


==Levrlennadur==
==Levrlennadur==
*RAOUL, Lukian : ''Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien'', Al Liamm, 1992, pp. 48-48 {{ISBN|978-2-7368-0034-5}}
*RAOUL, Lukian : ''Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien'', Al Liamm, 1992, pp.&nbsp;48–48 {{ISBN|978-2-7368-0034-5}}


==Notennoù==
==Notennoù==

Stumm red eus an 6 Meu 2022 da 07:59

Aloiz Yerom Buleon (Pluvergad, 12 Gwengolo 1854 - Gwened, 31 Here 1934), Alois Jérôme Buléon en ti-kêr, a oa ur beleg katolik breizhat en deus savet levrioù relijiel ha dastumet kanaouennoù brezhonek en eskopti Gwened.

Mab da Julien Buléon hag Anne Le Tartaise e oa. Goude skolaj Sant-Frañsez-Zavier e Gwened, e studias e kloerdi bihan (1874) hag e kloerdi bras (1875) Santez-Anna-Wened (Keranna). Adalek 1877 e voe o kelenn an henlizhiri hag ar brezhong e kloerdi bihan Keranna, hag e-touez e studierien e voe Frañsez-Mari Kadig.
Beleget e voe d'ar 16 a viz Meurzh 1878. Person Begnen e voe adalek 1899 hag eno e krouas ur c'hannadig-parrez divyezhek brezhoneg-galleg anvet Er Hlohig Begnen. Chaloni a enor e voe e 1901. E 1906 e voe anvet da berson-arc'hebeleg iliz-veur Gwened.

Eus 1905 da 1914 e voe e penn ar Revue Morbihannaise, ur gelaouenn c'hallek a blede gant an Istor, ar brezhoneg ha sevenadur Bro-Gwened. Dastum a reas kontadennoù ha kanaouennoù a voe embannet gantañ er gelaouenn-se. E brezhoneg e savas ur Histoér Santél[1] ha kas a reas meur a bennad d'ar gelaouenn Dihunamb. A-hend-all e savas pennadoù e galleg dreist-holl, diwar-benn istor ar vro. E vreur Matilin Buleon a voe dastumer kanaouennoù ivez.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezhonek
Gallek
  • Sainte Anne d'Auray, histoire du pèlerinage (21 embannadur etre 1912 ha 1948)
  • Sainte-Anne d'Auray : histoire d'un village (7 embannadur e 1924)
  • Yves Nicolazic : le paysan, le voyant, le batisseur Sainte- Anne d'Auray (7 embannadur etre 1930 ha 1982 )
  • Sous le ciel d'Afrique. De Sainte Anne d'Auray à Sainte Anne du Fernanvaz. Récits d'un missionnaire, 1896
  • Le Doyenné de Locmalo, étude sur le pays "Pourrelette" gant Jérôme Buléon
  • Histoire liturgique de l'Immaculée Conception, gant J. Buléon

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • RAOUL, Lukian : Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, pp. 48–48 (ISBN 978-2-7368-0034-5)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Histoér Santél de ziskein er burhudeu en des groeit en Eutru Doué ar en doar, moullerezh Galles, Gwened, 1896, adembannet e 1900, 1902 ha 1911 ; embannet ivez e brezhoneg Treger, Histoar Zantel da zeskin ar burzudou en deuz gret an otrou Doue war an Douar e 1899 ha 1904, hag e brezhoneg Leon, Histor Zantel da zeski ar burzudou en deuz great Doue var ann douar e 1900