Mont d’an endalc’had

Morvan Marchal : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎Obererezh politikel: typo, replaced: . E → . E (2) using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (→‎Obererezh politikel: typo, replaced: . E → . E (2) using AWB)
== Obererezh politikel ==
E-touez diazezerien Strollad Rannvroelourien Breiz hag e gelaouenn Breiz Atao e [[1919]] eo bet, hag eñ studier e Skol an Arzoù-Ker, e Roazhon.

Dre vras, termenet eo bet obererezh politikel M. Marchal evel ur saviad war an tu-kleiz hag an tu kreveadelour. Gant Morvan Duhamel e kemeras penn Strollad Emrenourien Breizh e Kendalc'h Kastellin e [[1928]]. Er c'huzul-ren e oa pa oa bet savet ar strollad e Gwengolo [[1927]] hag e voe lakaet da kengadoriad. Eñ eo a tegasas gwirioù implij an titl ''Breiz Atao'' d'ar strollad. Emezelañ a reas er frañmasonerezh e tro ar bloavezioù-se<ref>Etre 1924 ha 1927 hervez Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945… p. 430.</ref>. Goude an disoc'hoù dister a dapas ar strollad e dilennadegoù [[1930]], [[Maurice Duhamel]] hag eñ a roas o tilezioù e [[1931]]. Goude beza~~bet unan eus diazezerien Breiz kevredadel e Eost 1931, e tilezas eus outi a-benn nebeud amzer. Dilezel a reas ivez an ober politikel brezhon hag e roas e anv d'ar Strollad Radikal-Sokialour<ref>Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945… p. 430.</ref>.

Ne voe anv mui anezhañ war an dachenn bolitikel a-raok ar [[bloavezhioù 1940]], pa roas e anv d'ar ''Rassemblement national populaire'' renet gant Marcel Déat, ur politikour gall entanet gant ar c'henlabourat gant an [[Naziegezh|nazied]]. Pennadoù a skrivas e kelaouenn ar strollad, darn anezho gant mennozhioù [[Enepyuzevegezh|enepyuzev]].

Goude an Dieubidigezh e voe kaset dirak al [[lez-varn]] ha tamallet e voe dezhañ bezañ bet o taremprediñ ar ''Sicherheitdienst'', Servij Surentez ar polis nazi, e Roazhon ha miret liammoù strizh gant [[Olier Mordrel]].
Didamallet e voe dre destoù un nebeud frañmasoned a zisplegas e oa bet dindan urzhioù ar [[Rezistañs]] pa oa o c'henlabourat gant an Alamaned. Koulskoude e tapas pemzek bloavezh a [[Zizenor broadel|zizenor broadel]] a viras outañ kendalc'h gant e vicher ; digounaet e voe e [[1951]].