Kichez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
tennañ liammoù diezhomm zo evit skañvaat ar pennad
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:Dessert Quiche loraine.jpg|thumb|upright=1.4|Ur gichenn glasel]]
[[Restr:Dessert Quiche loraine.jpg|thumb|upright=1.4|Ur gichenn glasel]]
'''Kichez''' zo [[tartez]] sall gwarniset gant un aozad dienn ha vioù baset a vez lakaet alies gantañ an dra all pe meur a hini : legumaj, kig, pesked, keuz, ''etc''. Dont a reont eus [[Kreizeuropa]] an [[amzerioù modern]], met koshoc'h ha ledanoc'h vefe o orinoù, eus [[Europa]] a-bezh hag ar [[Grennamzer]].
'''Kichez''' zo [[tartez]] sall gwarniset gant un aozad dienn ha vioù baset a vez lakaet alies gantañ un dra all pe meur a hini : legumaj, kig, pesked, keuz, ''etc''. Dont a reont eus [[Kreizeuropa]] an [[amzerioù modern]], met koshoc'h ha ledanoc'h e vefe o orinoù, eus [[Europa]] a-bezh hag ar [[Grennamzer]].


Ur '''gichenn''' pe '''gichezenn''' a vez graet eus an dartezenn-se. Peogwir e vez kavet mat ar c'hichez gand kalz tud, ha peogwir int aes a-walc'h d'ober, da zougen, da dommañ ha da zebriñ e vezont kavet er bed a-bezh bremañ, gant a bep seurt aozennoù.
Ur '''gichenn''' pe ur '''gichezenn''' a vez graet eus an dartezenn-se. Peogwir e vez kavet mat ar c'hichez gand kalz tud, ha peogwir int aes a-walc'h d'ober, da zougen, da dommañ ha da zebriñ e vezont kavet er bed a-bezh bremañ, gant a bep seurt aozennoù.


== Gerdarzh hag orin ar c'hichez, betek bremañ ==
== Gerdarzh hag orin ar c'hichez, betek bremañ ==
Linenn 8: Linenn 8:
Ar ger a zeu eus an [[alamaneg]] ''küche'' hag a dalv "tartez, gwastilli", marteze dre ar [[yiddish]]. Ar ger ''quiche'' zo testeniet e [[loreneg]] e [[1605]], e galleg e [[1805]] hag e saozneg e [[1925]].
Ar ger a zeu eus an [[alamaneg]] ''küche'' hag a dalv "tartez, gwastilli", marteze dre ar [[yiddish]]. Ar ger ''quiche'' zo testeniet e [[loreneg]] e [[1605]], e galleg e [[1805]] hag e saozneg e [[1925]].


Kozh-tre eo ar c'hichez e gwirionez peogwir e veze fardet tartez sall er Grennamzer : da skouer eo testeniet ober gant dienn ha vioù er bastezerezh abaoe an {{XIIIvet}} kantved en Italia hag an {{XIVvet}} kantved e Bro-Saoz. En [[Kreizeuropa]] a-bezh, er broioù alamanek dreist-holl, e kaver kichez a-bep seurt adalek an amzerioù modern : meneg zo eus kichez bezañ servijet war daol [[Charlez III Loren|Charlez III]], dug [[Loren]], e [[1586]], hag ivez e kontoù ospital Sant-Juluan [[Nancy]] e miz Meurzh [[1605]] ; ar ''speckkuchen'' e [[Hessen]] (gwastell gant kig-sall hag un toaz [[segal]], a-wechoù gant pour pe ognon), testeniet e [[1653]] e [[Weimar]] ; ''hitzblotz'' e [[Bavaria]] gant dienn hag un toaz-bara segal, ''etc''. Menegomp ivez ''specktorte'' e [[Saarbrücken]] gant kig sec'h a zo rekipeoù eus [[1731]] ha [[1799]], er memes familh emañ ''die Lothringer specktorte'' da lavaret eo [[kichez giz Loren]] hollvrudet. Doareoù sukret zo ivez eus ar ''specktorte'', da skouer e [[Braunschweig]] e [[Saks-Izel]], gant ''speck'', perisilh, rezin Korintez ha sukr.
Kozh-tre eo ar c'hichez e gwirionez peogwir e veze fardet tartez sall er Grennamzer : testeniet eo da skouer ober gant dienn ha vioù er pastezerezh abaoe an {{XIIIvet}} kantved en Italia hag ar {{XIVvet}} kantved e Bro-Saoz. En [[Kreizeuropa]] a-bezh, er broioù alamanek dreist-holl, e kaver kichez a bep seurt adalek an amzerioù modern : meneg zo eus kichez servijet war daol [[Charlez III Loren|Charlez III]], dug [[Loren]], e [[1586]], hag ivez e kontoù ospital Sant-Juluan [[Nancy]] e miz Meurzh [[1605]] ; ar ''speckkuchen'' e [[Hessen]] (gwastell gant kig-sall ha toaz [[segal]], a-wechoù gant pour pe ognon), testeniet e [[1653]] e [[Weimar]] ; ''hitzblotz'' e [[Bavaria]] gant dienn ha toaz-bara segal, ''etc''. Menegomp ivez ''specktorte'' e [[Saarbrücken]] gant kig sec'h a zo rekipeoù eus [[1731]] ha [[1799]] ; er memes familh emañ ''die Lothringer specktorte'' da lavaret eo [[kichez giz Loren]] hollvrudet. Doareoù sukret zo ivez eus ar ''specktorte'', da skouer e [[Braunschweig]] e [[Saks-Izel]], gant ''speck'', perisilh, rezin Korintez ha sukr.


Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1890 avat evit ma vefe brudet ar c'hichez er c'hazetennoù parizian. Krog eo ar pleg da lakaat traoù ouzhpenn en aozad : lard, ognon... Diouzh a c'hiz e teuont da vezañ e [[Stadoù-Unanet Amerika]] hag e [[Breizh-Veur]] goude an Eil Brezel-bed. Bremañ a klot ar c'hichez ouzh holl begoù ar bed : e [[Japan]] kichez toun ha pinochez poazhet er baelon, pe kichez kaol, laezh soja ha fav, e [[Sina]] kichez skilbebr, [[skiitake]] ha mozzarella, ''etc''.
Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1890 avat evit ma vefe brudet ar c'hichez er c'hazetennoù parizian. Krog e oa ar boaz da lakaat traoù ouzhpenn en aozad : lard, ognon... Diouzh ar c'hiz e teujont da vezañ e [[Stadoù-Unanet Amerika]] hag e [[Breizh-Veur]] goude an Eil Brezel-bed. Bremañ e klot ar c'hichez ouzh holl begoù ar bed : e [[Japan]] kichez toun ha pinochez poazhet er baelon, pe kichez kaol, laezh soja ha fav, e [[Sina]] kichez skilbebr, [[skiitake]] ha mozzarella, ''etc''.


== Perzhioù ar c'hichez ==
== Perzhioù ar c'hichez ==
Gant toaz bresk e reer peurliesañ, a-wechoù toaz feilhennet. An aozad a zo graet gant dienn ha vioù, ha holen a-wechoù. Gant bier pe laezh plant e c'haller ober e-lec'h dienn.
Gant toaz bresk e reer peurliesañ, a-wechoù toaz feilhennet. An aozad zo graet gant dienn ha vioù, ha holen a-wechoù. Gant bier pe laezh plant e c'haller ober e-lec'h dienn.


Poazhet e vezont er forn, ha debret tomm, a-wechoù yen. En Europa e vezont debret evel meuz pennañ, da skouer gant saladenn c'hlas, pe evel digor-pred.
Poazhet e vezont er forn, ha debret tomm, a-wechoù yen. En Europa e vezont debret evel meuz pennañ, da skouer gant saladenn c'hlas, pe evel digor-pred.
Linenn 20: Linenn 20:


<gallery>
<gallery>
Quiche Lorraine.jpg|Ur gichenn giz Loren o paouezh bezañ tennet eus ar forn
Quiche Lorraine.jpg|Ur gichenn giz Loren o paouez bezañ tennet eus ar forn
Quiche.jpg|Ur gichenn giz Kreizdouar gant skilbebr
Quiche.jpg|Ur gichenn giz Kreizdouar gant skilbebr
Quiche de espinacas (Lhardy).JPG|Kichez gant pinochez ha tammoù kig
Quiche de espinacas (Lhardy).JPG|Kichez gant pinochez ha tammoù kig

Stumm eus an 11 Ebr 2021 da 20:24

Ur gichenn glasel

Kichez zo tartez sall gwarniset gant un aozad dienn ha vioù baset a vez lakaet alies gantañ un dra all pe meur a hini : legumaj, kig, pesked, keuz, etc. Dont a reont eus Kreizeuropa an amzerioù modern, met koshoc'h ha ledanoc'h e vefe o orinoù, eus Europa a-bezh hag ar Grennamzer.

Ur gichenn pe ur gichezenn a vez graet eus an dartezenn-se. Peogwir e vez kavet mat ar c'hichez gand kalz tud, ha peogwir int aes a-walc'h d'ober, da zougen, da dommañ ha da zebriñ e vezont kavet er bed a-bezh bremañ, gant a bep seurt aozennoù.

Gerdarzh hag orin ar c'hichez, betek bremañ

Kichennigoù

Ar ger a zeu eus an alamaneg küche hag a dalv "tartez, gwastilli", marteze dre ar yiddish. Ar ger quiche zo testeniet e loreneg e 1605, e galleg e 1805 hag e saozneg e 1925.

Kozh-tre eo ar c'hichez e gwirionez peogwir e veze fardet tartez sall er Grennamzer : testeniet eo da skouer ober gant dienn ha vioù er pastezerezh abaoe an XIIIvet kantved en Italia hag ar XIVvet kantved e Bro-Saoz. En Kreizeuropa a-bezh, er broioù alamanek dreist-holl, e kaver kichez a bep seurt adalek an amzerioù modern : meneg zo eus kichez servijet war daol Charlez III, dug Loren, e 1586, hag ivez e kontoù ospital Sant-Juluan Nancy e miz Meurzh 1605 ; ar speckkuchen e Hessen (gwastell gant kig-sall ha toaz segal, a-wechoù gant pour pe ognon), testeniet e 1653 e Weimar ; hitzblotz e Bavaria gant dienn ha toaz-bara segal, etc. Menegomp ivez specktorte e Saarbrücken gant kig sec'h a zo rekipeoù eus 1731 ha 1799 ; er memes familh emañ die Lothringer specktorte da lavaret eo kichez giz Loren hollvrudet. Doareoù sukret zo ivez eus ar specktorte, da skouer e Braunschweig e Saks-Izel, gant speck, perisilh, rezin Korintez ha sukr.

Ret e voe gortoz ar bloavezhioù 1890 avat evit ma vefe brudet ar c'hichez er c'hazetennoù parizian. Krog e oa ar boaz da lakaat traoù ouzhpenn en aozad : lard, ognon... Diouzh ar c'hiz e teujont da vezañ e Stadoù-Unanet Amerika hag e Breizh-Veur goude an Eil Brezel-bed. Bremañ e klot ar c'hichez ouzh holl begoù ar bed : e Japan kichez toun ha pinochez poazhet er baelon, pe kichez kaol, laezh soja ha fav, e Sina kichez skilbebr, skiitake ha mozzarella, etc.

Perzhioù ar c'hichez

Gant toaz bresk e reer peurliesañ, a-wechoù toaz feilhennet. An aozad zo graet gant dienn ha vioù, ha holen a-wechoù. Gant bier pe laezh plant e c'haller ober e-lec'h dienn.

Poazhet e vezont er forn, ha debret tomm, a-wechoù yen. En Europa e vezont debret evel meuz pennañ, da skouer gant saladenn c'hlas, pe evel digor-pred.

Energetek eo ar c'hichez : 292 kcal evit 100 g, puilh enno al lipid hag an natriom. Degas a reont 60% eus an degasadenn bemdeziek erbedet (DPE).

Kichez a bep seurt

Sed amañ skouerioù kichez a gaver hiziv hon deiz :

  • kichez giz Loren, gant larjezennoù hag a-wechoù keuz
  • kichez toun
  • kichez ognon
  • kichez eoged
  • kichez morzhed-hoc'h kourjetez
  • kichez boued-mor
  • kichez kig-yar tomatez
  • kichez tri c'heuz

Pennadoù kar