Koadeg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn hag astenn
Arko (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26: Linenn 26:
[[Rummad:Koad]]
[[Rummad:Koad]]
[[Rummad:Gwez]]
[[Rummad:Gwez]]
[[Rummad:Koadoù]]
[[Rummad:Douaroniezh]]
[[Rummad:Douaroniezh]]
[[Rummad:Ekoreizhiadoù]]
[[Rummad:Ekoreizhiadoù]]

Stumm eus an 10 Ebr 2021 da 20:21

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Forêt de Soignes e-kichenn Brusel.
Koadeg

Ul ledennad gwez, brousgwez ha plant all o c'holoiñ ur gorread bras eo ar goadeg, pe ar wezeg, ha ne gaver nemet e broioù glavek. Liesseurt kenañ eo ar c'hoadegoù dre o ment, o uhelder, o stankter, hag an hin : lodenn vrasañ ar c'hoadeier zo en takad trovanel (45%), ha war-lerc'h en Hanternoz, dindan hin kerreizh hag evit echuiñ en takad istrovanel. Er c'hoadeier emañ 80% eus bevliesseurted ar bed.

Displegadur ar ger

Gant koad + -eg, lostger al lieskementiñ eo bet savet ar ger. Koulskoude e vez implijet koad evit meur a ledennad bihan gwez ken ez eus un diforc'h brasted etre koadeg ha koad, honnezh brasoc'h eget ur c'hoad.

Arc'hwelioù ar c'hoadegoù

Arc'hwel ekologel

A-bouez-bras eo ar c'hoadegoù evit an dourredennoù pa 'z int al lechioù ma vez miret un darn eus an glaveier diwar an diaezhennad ha diwar an dinaouiñ re vuan : dindan gwez ar c'hoadegoù e c'hell an douar chom gleb diehan ha daleet eo kas an dour d'an traoñ. El lec'hioù m'eo bet distrujet ar c'hoadegoù e cheñch an hin ken e teu da vezañ sec'hoc'h. Pa vez kaset d'an traoñ koadegoù ar menezioù e weler ar c'hrignerezh o kas an douar krouet gant ar gwez diwar o delioù kouezhet ha tamm-ha-tamm e teu ar reier war-wel en-dro.

Arc'hwel armerzhel

Ar gounid-koad eo "merañ" ur goadeg evit tennañ gounid deusouti. Filierenn ar c'hoad zo a-bouezh e PDK un dek bro bennak er bed.

Arc'hwel sokial

Evit an dudi e ya an dud da vale er c'hoadeier, evit ar blijadur hepken, evit kutuilh bleunioù, frouezh pe kebell-touseg, evit chaseal. Ar shinrin-yoku zo un terapiezh evit ar c'horf hag ar spered er c'hoadoù hag a zeu eus Bro-Japan.

Arc'hwel sevenadurel

War-dro 8000 bloaz zo e voe krog an dud, en harp an tan, da zigoadañ an hantervoul norzh, o kregiñ gant Sina. Chomet eo ar goadeg e-barzh kontadennoù ha mojennoù tost holl sevenadurioù ar bed avat. Degas a ra ar ger Brekilien da soñj e drouized ha hud.

Sellout ivez