Machete (film, 2010) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D Llydawr en deus kaset ar bajenn Machete (film 2010) da Machete (film, 2010)
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 21 C'hwe 2020 da 07:53

Logo ar film Machete

Machete zo ur film exploitation ha birvidik stadunanat embannet e 2010, sevenet ha skrivet gant Robert Rodriguez hag Ethan Maniquis. Diazezet war an dudenn Machette eus ar frañchiz Spy Kids. Ar film a zo un ouzhpennadur eus ar filmig tañva faos anvet heñvel evit ar film Grindhouse gant Rodriguez ha Quentin Tarantino e 2007. Machete a zo ur film B doare Grindhouse, hag er film e vez adkavet lodennoù eus ar filmig tañva.

aktourien bennañ ar film a zo Danny Trejo, Robert De Niro, Jessica Alba, Don Johnson, Michelle Rodriguez, Steven Seagal, Lindsay Lohan, Cheech Marin ha Jeff Fahey. Ar c'hentañ wech eo evit Danny Trejo da c'hoari an dudenn. Evit Steven Seagal eo ar c'hentañ wech ma vez skignet ur film gantañ er sinema abaoe 2002 gant ar film Half Past Dead.

Machete a zo bet embannet e Stadoù-Unanet Amerika gant 20th Century Fox hag embregerezh Rodriguez, Troublemaker Studios, d'an 3 a viz Gwengolo 2010. Ur film da heuilh a zo bet embannet anvet Machete Kills, renet gant Rodriguez e-unan, hag a zo bet embannet d'an 11 a viz Here 2013.

Aktourien

  • Danny Trejo evel Machete Cortez, "un ez poliser eus an FBI mojennel marvus hag arbennikaet"
  • Robert De Niro evel ar Senedour John McLaughlin, ur politikour e kampagn oc'h implij ar ouennelouriezh a-enep an envroidi maez lezenn er vro
  • Jessica Alba evel Sartana Rivera, "un ofiser polis eus an envroa en entremar war poltiikerezh ar vr, etre ar Gwir hag ober ar pezh a soñj d'he familh bezañ ar mat." Alba a c'hoari ivez c'hoar gevell Sartana en un nebeut lodennoù bet lammet eus ar film.

Liammoù diavaez