Jessica Alba
den Reizh pe jener plac'h Bro ar geodedouriezh Stadoù-Unanet , Kanada , Frañs Anv e yezh-vamm an den Jessica Alba Anv ganedigezh Jessica Marie Alba Anv-bihan Jessica Anv-familh Alba Moranv Sky Angel , Albz Deiziad ganedigezh 28 Ebr 1981 Lec'h ganedigezh Pomona Breur pe c'hoar Joshua Alba Pried Cash Garner Warren Kompagnun(ez) Michael Weatherly Bugel Honor Warren , Haven Warren , Hayes Warren Yezh vamm saozneg Yezhoù komzet pe skrivet saozneg Bet war ar studi e Atlantic Theater Company , Claremont High School , American School of Correspondence Lec'h annez Los Angeles Deroù ar prantad labour 1994 Strollad politikel Strollad Demokratel Relijion pe kredenn Katoligiezh Filmadurezh Jessica Alba filmography Oberenn heverk Dark Angel , Fantastic Four , Sin City , Into the Blue Prizioù resevet Golden Raspberry Award for Worst Supporting Actress , Saturn Award for Best Actress on Television , ALMA Award Bet kinniget evit Saturn Award for Best Supporting Actress , Golden Globe Award for Best Actress – Television Series Drama Hashtag JessicaAlba Anv all Dzhessika Alba , Jessica Marie Alba
Jessica Alba e 2016
Jessica Marie Alba , ganet d'an 28 a viz Ebrel 1981 e Pomona (Kalifornia ), zo un aktourez ha maouez a aferioù stadunanat . Krog e oa da labourat evel aktourez er skinwel ha filmoù pa oa oadet a 13 vloaz e Camp Nowhere ha The Secret World of Alex Mack (1994), met brud he doa tapet pa oa hi 19 vloaz, evel aktourez pennañ er stirad skinwel Dark Angel (2000–2002). Anvet e oa bet evit ur Golden Globe.
Goude-se e doa graet berzh er film Honey (2003). Dilojet e oa da Hollywood . Deuet eo a-benn da c'hoari e filmoù o deus graet berzh er box office evel Fantastic Four (2005), Fantastic Four: Rise of the Silver Surfer (2007), Good Luck Chuck (2007), The Eye (2008), Valentine's Day (2010), Little Fockers (2010), pe Mechanic: Resurrection (2016). Alies eo bet o labourat gant ar sevener filmoù Robert Rodriguez , ha c'hoariet he deus er filmoù Sin City (2005), Machete (2010), Spy Kids: All the Time in the World (2011), Machete Kills (2013), hz Sin City: A Dame to Kill For (2014).
Alba he deus kengrouet an embregerezh The Honest Company , a werzh dafar evit ar babigoù hag evit derc'hel an tiez. Kelaouennoù evel Men's Health , Vanity Fair hag FHM o deus lakaet anezhi war o listenn eus ar bravañ maouezed er bed.
↑ Kit, Borys (October 18, 2009). "Laura Dern at head of 'Fockers' class ", The Hollywood Reporter , e5 Global Media . Retrieved on August 2, 2010 . Archived from the original on January 10, 2010 .
↑ Zeitchik, Steven (29 a viz Gwengolo 2009). "Jessica Alba becomes a 'Little Focker' ", Risky Business at The Hollywood Reporter , e5 Global Media . Retrieved on August 2, 2010 .
↑ 3,0 ha 3,1 TECH (June 18, 2007). Jessica Alba Talks About Being A Video Game Character . Kavet : December 22, 2015 .