Mechanic: Resurrection
![]() |
Mechanic: Resurrection zo ur film niñvek embannet e 2016 ha renet gant Dennis Gansel ha skrivet gant Philip Shelby ha Tony Mosher, a-ziwar un istor gant Shelby ha Brian Pittman. Un heuliad eo d'ar film The Mechanic embannet e 2011, hag a oa un adsevel eus ar film gant ar memes anv embannet e 1972. An aktourien pennañ eo Jason Statham, Tommy Lee Jones, Jessica Alba ha Michelle Yeoh.
Embannet eo bet Mechanic: Resurrection en Hollywood d'an 22 a viz Eost 2016 hag evit Stadoù-Unanet Amerika d'ar 26. N'eo ket bet degemeret mat, met deuet eo a-benn memestra da rastellañ 125 milion $ dre ar bed evit ur voujedenn a 40 milion.