Heñvelrevelezh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 27: Linenn 27:
Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.
Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.


E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skwer abalamour d'e/he [[revelezh]]. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar [[charia]] e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.
E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skouer abalamour d'e/he [[revelezh]]. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar [[charia]] e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.


Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud [[Arallrevelezh|arallrevel]] en darn vrasañ eus broioù ar bed.
Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud [[Arallrevelezh|arallrevel]] en darn vrasañ eus broioù ar bed.

Stumm eus an 18 Du 2019 da 09:05

Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.

Heñvelrevelezh

An heñvelrevelezh eo identelezh (pe stad-den) revel an den hag en em sant dedennet ez-reizhel, hag ez-karantezel war un dro, gant tud eus an hevelep rev hag eñ. Un doare unrevelezh an hini o neuze.

Krouet e oa bet an nevezc'her homosexuell en alamaneg diwar ar gwrizioù gregach ομο- (homo-): "heñvel" ha latin: sex(us)-: "reizh" gant ar skrivagner aostriat Karl-Maria Kertbeny hag implijet eo bet evit ar wech kentañ en un destenn embannet gantañ, hogen dizanv, e 1869. Diwar an termen alamanek orin-se e oa bet savet e brezhoneg an droidigezh-amprest heñvelreizhouriezh (pe heñvelreizherezh). Amañ avat e vez graet kentoc'h gant an termen nevez-krouet heñvelrevelezh evit diskwel en un doare splann e ra dave d'ur Stad-den pe identelezh revel kentoc'h evit d'un tuadur reizhel.

Termenoù all zo c'hoazh hag a c'heller implij, pe arverañ, evit kaozeal eus tud heñvelrevel en un doare pozitivel, pe yael, pe neptuek d'an nebeutañ:

  • Gae: diwar ar saozneg gay ("laouen, bliv"), implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel, peurliesañ paotred;

Gwechall e veze renket an termen heñvelreizhour e-touez ar c'hleñvedoù-spered hag a ranked bezañ pareet, met tennet e oa bet kuit gant Aozadur Bedel ar Yec'hed (OMS) diouzh Kod Etrebroadel ar C'hleñvedoù d'an 17 a viz Mae 1990.

Lezennoù dre ar bed o tennañ d'an heñvelrevelezh dre riez

Evit meur a relijion eo bet lakaet da bec'hed an heñvelrevelezh ha tud all a gred ez eo ar stad-den revel ur seurt tuadur reizhel "dibabet" gant hini pe hini ha neuze e c'hellfent chom hep kaout seurt darempredoù "enep-natur" mar fellfe dezhe.

N'eo ket sklaer e gwirionez an abegoù a laka an dud da vezañ heñvelrevel, arallrevel, divrevel hag all.

Evit ar skiantourion/ezed a-vremañ n'eo ket an heñvelrevelezh un dibab hiniennel hag e-touez an abegoù bevoniel ez eus bet komzet eus perzhioù hilel pe hormonel. Abalamour da se e kredont ivez ne c'hell ket bezañ kemmet revelezh an den-mañ-'n-den daoust ma 'z eus strolladoù, relijiel dreist-holl, a glask "pareañ" tud heñvelrevel evit lakaat anezhe da vezañ arallrevel.

Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an diogelerezhioù, gwirioù war herezh ar pried hag all. Hiziv n'eus nemet peder bro c'hoazh ma vez leusket an dud heñvelrevel da eurediñ da vat: an Izelvroioù, Belgia, Spagn ha Kanada. E lec'hioù all ma vez berzet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù arbennik (digor da dud arallrevel ivez) great "uniezhioù keodedel" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.

Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.

E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skouer abalamour d'e/he revelezh. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar charia e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.

Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud arallrevel en darn vrasañ eus broioù ar bed.

Levrlennadur

Gwelet ivez

Liammoù diavaez

Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.