Seán Mac Diarmada : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
D kempenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2: Linenn 2:
'''Seán Mac Diarmada''' (ganet evel ''John McDermott'' hag anavezet ivez e saozneg evel ''Seán Mac Dermott'') a zo bet ganet d'an [[28 C'hwevrer|28 a viz C'hwevrer]] [[1883]] e rannvro [[Leitrim]] ha marvet d'an [[12 Mae|12 a viz Mae]] [[1916]]. Aozañ ha kemer a reas perzh en [[Emsavadeg Pask]] ha kondaonet e voe d'ar marv goude-se.

Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e rannvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da [[Dulenn|Zulenn]] e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar [[Sinn Fein]], an [[Irish Republican Brotherhood]] ha [[Conradh na Gaeilge]]). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.
Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e rannvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da [[Dulenn|Zulenn]] e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar [[Sinn Féin]], an [[Irish Republican Brotherhood]] ha [[Conradh na Gaeilge]]). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

E [[1910]], dont a reas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, gant [[Blumer Hobson]] ha [[Denis MacCullough]]. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. An dra-se a lakas anezhañ da gejañ ouzh [[Thomas Clarke]], dont a rejont da vezañ tost kenañ an eil ouzh egile. Un tammig diwezhatoc’h, paket e voe gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.

Stumm eus an 16 Mez 2007 da 16:08

Restr:Mac Diarmada.jpg
Plakenn en enor da Seàn Mac Diarmada ouzh moger ur savadur ma oa bet o labourat

Seán Mac Diarmada (ganet evel John McDermott hag anavezet ivez e saozneg evel Seán Mac Dermott) a zo bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1883 e rannvro Leitrim ha marvet d'an 12 a viz Mae 1916. Aozañ ha kemer a reas perzh en Emsavadeg Pask ha kondaonet e voe d'ar marv goude-se.

Ganet eo bet d'an 28 a viz C’hwevrer 1883 e rannvro Leitrim, e lec’h ma z’eo bet desket gant an Irish Christian Brothers. E 1908, mont a reas da Zulenn e lec’h ma zeas e darempred gant strolladoù stourm enep-saoz (ar Sinn Féin, an Irish Republican Brotherhood ha Conradh na Gaeilge). Dont a reas da vezañ ezel eus kuzul-uhel an IRB ha diwezhatoc’h e sekretour.

E 1910, dont a reas da vezañ pennskrivagner ar gazetenn « Irish Freedom », ur gazetenn krouet gantañ, gant Blumer Hobson ha Denis MacCullough. Dilennet e voe e-giz unan eus pennoù an IRB. An dra-se a lakas anezhañ da gejañ ouzh Thomas Clarke, dont a rejont da vezañ tost kenañ an eil ouzh egile. Un tammig diwezhatoc’h, paket e voe gant ar boliometi, ha ret vo dezhañ bale gant ur vazh.

E 1913, Mac Diarmada a labouras da genstagañ kevredigezh an Irish Volounteers ouzh an IRB. E 1915, harzet e voe gant ar Saozon abalamour d’ur brezegenn en doa graet a-enep ar Rouantelezh-Unanet. Dieubet e voe e miz Gwengolo ha kemer a reas perzh e-barzh aozadur emsav 1916.

E-pad Emsavadeg Pask, Mac Diarmada, abalamour ma oa ampechet, a chomas dreist-holl e-barzh an Ti-Post gant pennoù an emgann. Pa voe trec'h ar Saozon, e c'hellas chom kuzhet e-touez ar brizonidi, met ur soudard saoz e gavas. Kondaonet e voe d'ar marv ha lazhet d'an 12 a viz Mae 1916. Lee Wilson, an hini a anzavas Seán Mac Diarmada e-touez an emsaverien bac'het, a voe drouklazhet diwezhatoc'h war urzhioù Michael Collins.