Kaozeal:Seán Mac Diarmada
Demat, Mar lennan mat ar blakenn bet staget ouzh moger burev Seán Mac Diarmada e Dulenn e kaver « 1884 - 1916 » : daoust hag ur faziig a vije er pennad ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 10:25 (UTC)
- Salud deoc'h, War ar blakenn emañ ar fazi evit doare : gwelit (en) Seán Mac Diarmada. A galon, — Lagad Zoltec (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:09 (UTC)
- Ha 1884 e-barzh Richard English, Armed Struggle: The History of the IRA, Pan Macmillan, 2008, pajenn 6.. N'eo ket gwall sklaer...--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:21 (UTC)
- Diaes krediñ e vije faziet mignoned Seán Mac Diarmada dre ma voe skrivet « ERECTED BY HIS FRIENDS » ouzh ar blakenn ; petra a sõnjit eus se ?--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 11:25 (UTC)
E 1921 e voe distaget Iwerzhon diouzh ar gurunenn saoz, hogen e 1949 hepken e voe lakaet ar Republic of Ireland Act e pleustr, 33 bloaz goude marv SMD ha war-dro 65 bloaz goude e c'hanedigezh. Pegoulz e voe fardet ar blakenn ?
Hervez an teul ofisiel-se (linenn 8) e oa SMD 26 vloaz (bann 6) goude an 2 a viz Ebrel 1911 (laez an teul) > ganedigezh e deroù 1885 !
Er bajenn iwerzhonek emañ 28 Feabhra, 1883, hep dave ebet avat (27 Genver 1883 er bajenn saoznek) ; dav e vefe gwelet marilhoù parrez Coillte Clochair/Kiltyclogher – diwarno hep mar ez eo Genver 1883 (hep deiziad) a lenner war lec'hienn Kiltyclogher Heritage Center. — Lagad Zoltec (kaozeal) 10 Du 2017 da 13:31 (UTC)
- Trugarez ; klask a rin mont pelloc'h ganti kement ha kompren... A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 10 Du 2017 da 14:55 (UTC)
- 28 C'hwevrer 1883 aze hag aze. — Lagad Zoltec (kaozeal) 12 Du 2017 da 09:37 (UTC)
Demat deoc'h, Ya, lennet em boa ar pajennoù-se ivez. Ar pezh a gavan souezhus eo kavout kement a bajennoù all pa glasker dre « Seán Mac Diarmada 1884 » : amañ da skouer ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 14:28 (UTC)
- Demat d'an holl
- Kavet em eus ur skeudenn eus bez Seán Mac Diarmada, hep deiziad. Miz Genver 1883 eo hervez skinwel broadel Iwerzhon, RTÉ. Ar bloaz 1883 ivez zo war ur vedalenn gant Seven Signatories.
- --Keritiad (kaozeal) 13 Du 2017 da 15:43 (UTC)
- Trugarez vras deoc'h ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 15:53 (UTC)
- Demat d'an holl
Born - January 27, 1883 Died - May 12, 1916 amañ ivez...--Prieladkozh (kaozeal) 13 Du 2017 da 16:21 (UTC)