Kaozeadenn Implijer:Keritiad : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Columba: rann nevez
Linenn 71: Linenn 71:


Demat ha trugarez deoc'h, Kalz lennusoc'h eo er mod-se, ya. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 19 Mez 2019 da 13:33 (UTC)
Demat ha trugarez deoc'h, Kalz lennusoc'h eo er mod-se, ya. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 19 Mez 2019 da 13:33 (UTC)

== Pennadoù diwar-benn an nijerezed brudet ==

Demat, Ne zougan tog ebet war ma c'hokenn ; a-hend-all em befe e dennet ken lâret deoc'h : gourc'hemennoù ! Diskouezet 'peus splann e oa tu da sevel meur a bennad a galite e nebeut amzer. A galon.--[[Implijer:Prieladkozh|Prieladkozh]] ([[Kaozeadenn Implijer:Prieladkozh|kaozeal]]) 27 Mez 2019 da 09:28 (UTC)

Stumm eus an 27 Mez 2019 da 09:28

Fazioù Lint

Trugarez deoc'h a-greiz-kalon evit al labour hoc'h eus graet evit kempenn ar Wikipedia brezhoneg ! Skañvaet a-galz hoc'h eus ar bec'h am eus sammet ! — Lagad Zoltec (kaozeal) 29 Eos 2017 da 17:07 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h-c'hwi evit bout diskouezet an hent din (hep gouzout deoc'h moarvat). Dre glask reizhañ ar fazioù-se em eus komprenet gwelloc'h-gwellañ penaos e ya an traoù en-dro... met koumoulek e chom darnoù eus ar c'hod c'hoazh. --Keritiad (kaozeal) 30 Eos 2017 da 09:25 (UTC)[respont]

Demat deoc'h, Ul labour eus an dibab ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 6 Meu 2019 da 11:32 (UTC)[respont]

Trugarez deoc'h ! Ma studioù (ha ma studiadennoù diwar-benn ar sevel pennadoù) o deus servijet d'un dra bennak, evit doare. A galon, --Keritiad (kaozeal) 6 Meu 2019 da 12:55 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, A-ratozh e oa bet ouzhpennet div luc'hskeudenn ar "gallery" ganeoc'h hep alc'hwez ebet ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 22 Meu 2019 da 14:51 (UTC)[respont]

Loba ac'hanon ! emaon o paouez kompren goude lakat beg logodenn ma urzhiataerez ouzh unan eus ar skeudennoù : eus ar c'hentañ !--Prieladkozh (kaozeal) 22 Meu 2019 da 14:57 (UTC)[respont]

Pennad ar miz

Salud, Trugarez deoc'h ! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 18:06 (UTC)[respont]

Netra, ne oa nemet kemmañ ar patrom d'ober. A galon, --Keritiad (kaozeal) 12 Ebr 2019 da 18:45 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Setu mac'h a a-dreuz "Taxobox Loen" ar bajenn-mañ dre ma tiskouez an Isurzhiad — Iguania — e lizherennoù stouet. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:19 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ivez, Stouet e oa ar patrom Taxobox IsOrdo abaoe e grouidigezh e 2008 ; e zistouet em eus hiziv, met stouet e chom ! Ur patrom all eo moarvat, setu ho pet ar vadelezh da reiñ amzer din da furchal bouzelloù ar Wiki-mañ. Ken ar c'hentañ, --Keritiad (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:52 (UTC)[respont]
Dre m'eo chomet er-mod-se abaoe 2008, ne vo mall war zen ebet, me 'gred :-)...--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 10:55 (UTC)[respont]
Setu diluziet ar gudenn ! Tri fatrom zo : IsOrdo, SubOrdo ha Subordo... Sonn eo an holl anezho bremañ. Poent eo d'ar verourien ober un tamm kempenn er patromoù, hañ ? A galon, --Keritiad (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 12:29 (UTC)[respont]
Dispar ! Tamm-ha-tamm e vez takonet e vragoù da Yann... Trugarez deoc'h.--Prieladkozh (kaozeal) 14 Ebr 2019 da 12:58 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Tired lemm ebet d'ar ger AnsériformesAnseriformes, gouez din. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 10:25 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ivez, Ne'm eus ket graet da vat war-dro reizhañ an anvioù er pennad-se c'hoazh, reizhit hardiz ! A-zivout ho kemmadenn e Kaouenn-erc'h : meneget e oa bet Strix scandiaca er § Doareoù pennañ dija, met ne vern. A galon, --Keritiad (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 11:10 (UTC)[respont]
Re wir, Gwelet em eus e oa anv eus Strix scandiaca pellikoc'h... goude bezañ ouzhpennet an daveenn, loba ac'hanon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Ebr 2019 da 11:36 (UTC)[respont]

Demat, Hervez doare 9.1 an IOC World Bird List, n'eus nemet daou isspesad — ketupu ha minor — er spesad Ketupa ketupu... S. o. Maleise visuil da skouer.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 10:56 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Maleise visuil a gas da Avibase ma weler 4 isspesad... Pevar isspesad hervez Avibase, GBIF ha Wikispecies ; daou hepken hervez IOC ha Oiseaux.net, hep displegadenn ebet diwar-benn planedenn K. k. aagaardi ha K. k. pageli n'int ket bet ijinet ganin. Gwelit amañ (paneve evit ar skeudennoù), amañ hag amañ ivez.
OK, n'eo ket dav din tremen eurvezhioù o furchal ma levrioù hag an Net evit embann titouroù n'int ket sonn, setu e paouezan gant ma steudad diwar-benn ar c'haouenned hag an touded. A galon, --Keritiad (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 14:49 (UTC)[respont]
Piv en devoa lâret ho poa ijinet an isspesadoù K. k. aagaardi ha K. k. pageli ? Den ebet, a gav din. Meur a wech em boa bet tro da gompren e oa diaes kaout fiziañs en titouroù roet gant Avibase. E-giz-se emañ. Hizivaet e oa bet an IOC World Bird List d'an 20 a viz Genver 2019 : chañs 'zo e vefe mat ar roadennoù a gaver el lec'hienn-mañ... Ha stlepel ar billig goude an trebez ne raio ket d'an traoù mont war-raok, sur... Ret eo chom sioul ha neptu pa bleder gant traoù skiantel, goût 'rit mat.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 15:03 (UTC)[respont]
Catalogue of Life: 2019 Annual Checklist : daou isspesad hepken ivez,
Système canadien d’information sur la biodiversité (SCIB) : memes tra.
Animal Diversity Web : ivez.--Prieladkozh (kaozeal) 21 Ebr 2019 da 15:10 (UTC)[respont]

Demat, Deoc'h da c'hoût : Discussion Projet:Ornithologie / Kétoupa malais - Ketupa ketupu.--Prieladkozh (kaozeal) 24 Ebr 2019 da 10:14 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Ha ne vefe ket mat disheñvelout Tampico (ur gêr e Stadoù-Unanet Amerika, met e Mec'hiko ivez...) ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:35 (UTC)[respont]

Re wir ! Ober a ran diouzhtu. Trugarez deoc'h, — Keritiad (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:39 (UTC)[respont]
Na gollit ket hoc'h amzer...--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 12:51 (UTC)[respont]

N'ouzon ket re petra lâret deoc'h. Mezhus eo ken ez eo. Heuget on da vat ar wech-mañ dre m'eo abalamour din eo c'hoarvezet kement-se, a-boan nav munutenn war-lerc'h ma c'hentañ kemennadenn... Mil digarez leal !--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:04 (UTC)[respont]

Abalamour deoc'h n'eo ket, abalamour d'un den drouk, dizonest ha divezh ne lavaran ket. Emañ o klask war ma lerc'h abaoe ur pennad, dre voustamalloù diabeg ; ne'm boa ket respontet dezho. Goulennet em eus digantañ paouez gant e heskinerezh, en aner moarvat. Gwelet e vo. Trugarez deoc'h evit ho kerig ! A galon, — Keritiad (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:16 (UTC)[respont]
Goût 'ouzon. Gwelloc'h eo chom hep respont, pa c'haller evel-just.--Prieladkozh (kaozeal) 3 Mez 2019 da 17:38 (UTC)[respont]
Demat, Chomit zen rak pep den onest amañ a oar ar perag hag ar penaoz eus an istor ha, dreist-holl, kendalc'hit da sevel (ha reizhañ) pennadoù hep ober van ouzh an atahinoù. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 4 Mez 2019 da 13:27 (UTC)[respont]

Phoenicopterus ruber

Salud deoc'h,
Ha ne vefe ket reizh terriñ an adkas bet graet gant Couiros22 eus Flammeg Amerika da Flammeg Karib, ha lakaat unan kontrol ? A galon, — Keritiad (kaozeal) 5 Mez 2019 da 08:02 (UTC)[respont]

Salud ivez, Feiz, n'ouzon ket re petra respont deoc'h. Ha goût a rit perak e oa bet anvet ar pennad « Flammeg Amerika » gant e voulc'her ha dibabet « Flammeg Karib » gant tud TermOfis OPaB ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 5 Mez 2019 da 09:43 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Ha gallout a rafec'h teuler ur sell ouzh ma c'hemennadenn, mar plij ganeoc'h ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 12 Mez 2019 da 12:34 (UTC)[respont]

Salud deoc'h, Ha kompren a rit talvoudegezh ar frazenn diwezhañ er rann « Doareoù pennañ » ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 17 Mez 2019 da 17:08 (UTC)[respont]

Salud deoc'h ivez,
Yes! « Most of the insects consumed were harmful to agriculture and forests » a lenner e pennad Acta Zoologica Sinica ; dav eo reizhañ ar yezh hag ouzhpennañ al liamm war-du ar pennad. C'hwi pe me a raio ? — Keritiad (kaozeal) 17 Mez 2019 da 17:21 (UTC)[respont]
Graet Graet ; Sibiria zo en anv al labous diwar ar ruseg, a gaver e Siberia. A galon, — Keritiad (kaozeal) 17 Mez 2019 da 18:54 (UTC)[respont]

Salud ha trugarez deoc'h, A-drugarez d'ho respont emaon o paouez gwelet e oa kaoz eus un embanadenn skiantel sinaat, loba ac'hanon. Petra 'vo graet : cheñch lunedoù pe daoulagad ? A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 18 Mez 2019 da 07:56 (UTC)[respont]

Demat ha trugarez deoc'h, Kalz lennusoc'h eo er mod-se, ya. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 19 Mez 2019 da 13:33 (UTC)[respont]

Pennadoù diwar-benn an nijerezed brudet

Demat, Ne zougan tog ebet war ma c'hokenn ; a-hend-all em befe e dennet ken lâret deoc'h : gourc'hemennoù ! Diskouezet 'peus splann e oa tu da sevel meur a bennad a galite e nebeut amzer. A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 27 Mez 2019 da 09:28 (UTC)[respont]