Luskad ar jiletennoù melen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
[[Restr:ManifGiletsJaunesVesoul 17nov2018.jpg|thumb|upright=1.4|Manifestadeg e [[Vesoul]] d'ar [[17 a viz Du]] [[2018]].]]
[[Restr:ManifGiletsJaunesVesoul 17nov2018.jpg|thumb|upright=1.4|Manifestadeg e [[Vesoul]] d'ar [[17 a viz Du]] [[2018]].]]
'''Luskad ar jiletennoù melen''' — diwar anv ar rokedoù melen a vez gwisket gant ar vanifesterien — zo ul luskad enebadur sokial e Bro-C'hall e diskar-amzer 2018.
'''Luskad ar jiletennoù melen''' — diwar anv ar rokedoù melen a vez gwisket gant ar vanifesterien — zo ul luskad enebadur sokial e [[Bro-C'hall]] e diskar-amzer 2018.

Diazez al luskad a oa priz an dour-tan evit an otoioù. En em ledet e oa goude war tachennoù all, liammet ouzh ar galloud prenañ hag an dispriz a vefe gant pennoù politikel hag ekonomikel ar vro e-keñver annezidi ar maezioù ha tro-dro ar c'hêrioù.

Stumm eus an 11 Kzu 2018 da 10:33

Manifestadeg e Vesoul d'ar 17 a viz Du 2018.

Luskad ar jiletennoù melen — diwar anv ar rokedoù melen a vez gwisket gant ar vanifesterien — zo ul luskad enebadur sokial e Bro-C'hall e diskar-amzer 2018.

Diazez al luskad a oa priz an dour-tan evit an otoioù. En em ledet e oa goude war tachennoù all, liammet ouzh ar galloud prenañ hag an dispriz a vefe gant pennoù politikel hag ekonomikel ar vro e-keñver annezidi ar maezioù ha tro-dro ar c'hêrioù.

An emsav sokial-se, kinniget gant ar mediaioù evel unan emdarzhek ha maez politikel, a zo ledan a-fed goulennoù pe enebadurioù. Aozet eo bet adalek manifestadeg vroadel ar 17 a viz Du 2018 hag ar re a voe goude-se. Lod broioù estren o deus bet o luskad jiletennoù melen evel: Belgia, Alamagn, Bulgaria, Izelvroioù, Serbia hag Irak

24 a viz Du - 1añ a viz Kerzu

Raktal echuet gant devezh manifestadegoù ar 17 a viz Du, e oa bet embannet galvoù evit manifestiñ e Pariz dre ar rouedadoù sokial. Ur vanifestadeg a zo raksoñjet war an avenue des Champs-Élysées pe place de la Concorde, met ar gouarnamant a nac'h hag a ginnig ar Champ-de-Mars. Degemennerien ar jiletennoù melen a nac'h, harpet gant politikerien. Ar jiletennoù melen a zo bet rannet hervez ar c'hoantoù hag ar strategiezh.

Ur vanifestadeg a zo aozet memestra met gant lod tud feuls a-enep an nerzhioù surentez [1].

A-enep ar prezidant Macron

Restr:MacronEtALors.jpg
Ludresadenn eus Emmanuel Macron e-pad ur vanifestadeg.

Ouzhpenn bezañ ul luskad enebet ouzh an tailhoù uhel dre vras e adkaver tagadennoù lies war pennoù-bras Bro-C'hall ha dreist-holl ar prezidant Emmanuel Macron a vez goapaet pe kunujennet.

Meur a hashtag ha luganioù a zo a-enep ar prezidant[2] gwelet evel "prezidant ar re binvidik", evel:

  • « #Macron rend l’pognon ! »
  • « Macron démission ! »

Pennadoù kar

Notennoù ha daveennoù