Ar Vuhez Kristen : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5: Linenn 5:
Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an [[Tad Medar]] (Jakez Dourmab), kabusin e [[Rosko]], hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en [[Oriant]] da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.
Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an [[Tad Medar]] (Jakez Dourmab), kabusin e [[Rosko]], hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en [[Oriant]] da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.


Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an [[Iliz katolik roman|Iliz katolik]], diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner ''"Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist"''. Pe c'hoazh ar pennad goapaus, ''"Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte"'', embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus [[anv-pluenn|anvioù-pluenn]] an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant [[Walter Citrine]] hag [[André Gide]], bet o-daou o veajiñ en [[Unvaniezh Soviedel]].
Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an [[Iliz katolik roman|Iliz katolik]], diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez, evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner ''"Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist"''. Pe c'hoazh ar pennad goapaus, ''"Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte"'', embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus [[anv-pluenn|anvioù-pluenn]] an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant [[Walter Citrine]] hag [[André Gide]], bet o-daou o veajiñ en [[Unvaniezh Soviedel]].


Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm [[gwenedek]] ivez, gant an titl ''Er Vuhé Kristén''.
Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm [[gwenedek]] ivez, gant an titl ''Er Vuhé Kristén''.
Linenn 17: Linenn 17:
*''Fatima'', gant an Tad Medard (1944)
*''Fatima'', gant an Tad Medard (1944)
*''Diwar c'hoarzin'', gant an Tad Medar (1945)
*''Diwar c'hoarzin'', gant an Tad Medar (1945)
*''Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo'', gant Yeun ar Go (1945)
*''Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo'', gant [[Yeun ar Go]] (1945)
*''Bleuniou Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1945)
*''Bleuniou Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1945)
*''Buhez skeudennet Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1947)
*''Buhez skeudennet Sant Fransez a Asiz'', gant an Tad Eujen (1947)

Stumm eus an 26 Gwe 2018 da 06:41

Arabat kemmeskañ ar gelaouenn-mañ gant Kannad ar Vuhez Kristen (1945-1946).

Ar Vuhez Kristen a oa ur gelaouenn gatolik e brezhoneg, embannet adalek 1926 ha betek 1944.

Embannet e veze gant Trede Urzh Sant Frañsez ha renet gant an Tad Medar (Jakez Dourmab), kabusin e Rosko, hag a skrive kalz pennadoù enni. Embannet e voe ar gelaouenn en Oriant da gentañ (moullet gant ar Bayon) hag e Rosko goude, adalek miz Eost 1937. Niverenn Mezheven-Gouere 1944 e voe an niverenn ziwezhañ.

Relijiel e oa danvez ar gelaouenn, gant pennadoù diwar-benn kelennadurezh an Iliz katolik, diwar-benn ar misionoù, buhez ar familhoù... Ur wech bennak e oa anv eus politikerezh ivez, evel da skouer e miz Genver 1937, pa lenner "Perak n'hellomp ket ni katoliked beza komunist". Pe c'hoazh ar pennad goapaus, "Baradoz ar gomunisted, pe eun droig vale e bro ar bara, ar peoc'h hag al liberte", embannet e mizioù Meurzh hag Ebrel 1937 ha sinet "Petromik" (unan eus anvioù-pluenn an Tad Medar), ha ma reer anv eus levrioù embannet gant Walter Citrine hag André Gide, bet o-daou o veajiñ en Unvaniezh Soviedel.

Embannet e veze ar gelaouenn en ur stumm gwenedek ivez, gant an titl Er Vuhé Kristén.

Levrioù

Ouzhpenn ar gelaouenn e voe embannet un toullad levrioù gant Ar Vuhez Kristen ivez, evel da skouer, er bloavezhioù 1940 :

  • Levrig-dorn Trede Urz Sant-Fransez a Asiz (1941)
  • Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1942)
  • Prezegennou war Drede Urz S. Fransez a Asiz (he natur, he salvoudegez) (1943)
  • Sant Fransez a Aziz, mignon ar vugale, gant "Breur Melar" (Tad Medar) (1942)
  • Fatima, gant an Tad Medard (1944)
  • Diwar c'hoarzin, gant an Tad Medar (1945)
  • Ar grasou pe ar pedennou evit ar re varo, gant Yeun ar Go (1945)
  • Bleuniou Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1945)
  • Buhez skeudennet Sant Fransez a Asiz, gant an Tad Eujen (1947)

Liammoù diavaez