Boned : diforc'h etre ar stummoù
Replacing superseded 'Elisabeth-Louise Vigée Le Brun - The Marquise de Pezay and the Marquise de Rougé with Her Sons Alexis and Adrien.jpg' with 'Elisabeth-Louise Vigée Le Brun - The Marquise de Pezay, and the Marquise de Rougé with Her Sons Alexis and Adrien - Google Art Project.jpg' |
|||
Linenn 2: | Linenn 2: | ||
[[Skeudenn:Asian model in white clothing.jpg|thumb|Plac'h he boned gwenn.]] |
[[Skeudenn:Asian model in white clothing.jpg|thumb|Plac'h he boned gwenn.]] |
||
[[Skeudenn:Bust Attis CdM.jpg|thumb|right|An doue [[Attis]] gant ur [[boned frigian]].]] |
[[Skeudenn:Bust Attis CdM.jpg|thumb|right|An doue [[Attis]] gant ur [[boned frigian]].]] |
||
[[Skeudenn:Elisabeth-Louise Vigée Le Brun - The Marquise de Pezay and the Marquise de Rougé with Her Sons Alexis and Adrien.jpg|thumb|right|''Ar varkizez de Pezé hag ar varkizez de Rouget gant he daou vugel'', poltredet gant [[Elisabeth Vigée-LeBrun]] e [[1787]]. Emañ an eil markizez gant ur boned, eben gant un [[tulban]].]] |
[[Skeudenn:Elisabeth-Louise Vigée Le Brun - The Marquise de Pezay, and the Marquise de Rougé with Her Sons Alexis and Adrien - Google Art Project.jpg|thumb|right|''Ar varkizez de Pezé hag ar varkizez de Rouget gant he daou vugel'', poltredet gant [[Elisabeth Vigée-LeBrun]] e [[1787]]. Emañ an eil markizez gant ur boned, eben gant un [[tulban]].]] |
||
Ur '''boned''' zo ur [[pennwisk]] [[erien|dierien]] ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. E [[gloan]] e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho. |
Ur '''boned''' zo ur [[pennwisk]] [[erien|dierien]] ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. E [[gloan]] e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho. |
||
Stumm eus an 19 Meu 2018 da 20:56
Ur boned zo ur pennwisk dierien ha hep tamm stumm kalet ebet ennañ. E gloan e vez graet alies, e danvez kevanaozet a-wechoù. Meur a seurt bonedoù zo, hervez an implij a reer anezho.
Yezh
E 1499 ez eo testeniekaet ar ger "boned", diwar ar galleg kozh bonet "danvez da fardañ pennwiskoù" (1160), diwar latin ar Grennamzer abonnis, a zo germanek e orin.[1] Evit a sell ouzh ar pennwiskoù e klot ar ger boned gant ar ger saoznek bonnet, a dalvez evit pennwisk ur vaouez (hag ivez evit hini ur vaouez pe ur gwaz e Bro-Skos hepken). Diwar ar galleg e teu ar ger saoznek, a zo testeniekaet abaoe 1375-1425.[2]
Doareoù bonedoù
Ret eo disheñvelout ar bonedoù da wiskañ er-maez hag ar re da chom en ti, ar re da ziwall diouzh an avel hag ar re da zerc'hel blev ar merc'hed er gêr, ha re ar baourien ha re ar vondianed.
- Ar bered, ha meur a seurt zo anezho ivez, hep kontañ ma vez mesket bered ha boned gant forzhik tud.
- Bonedoù Bro-Skos :
- an tam o'shanter
- boned Balmoral
- ar Glengarry
- ar boned plu
- ar boned frigian
- ar boned-noz
- an tam
Bonedoù relijiel
E-touez kumuniezhioù relijiel a zo e vez gwisket bonedoù gant ar merc'hed, hiziv evel er XVIvet kantved. Kement-se a veze graet gant ar Vignoned (Quakers) betek an XXvet kantved, hag a vez graet c'hoazh gant an Old Order Mennonites hag an Amished.
Istor
- Emsavadeg ar Bonedoù ruz e Breizh e 1675.
- Ul luskad "Bonedoù ruz" zo bet adarre e Breizh e 2013, a rae dave da Emsavadeg 1675.
Skeudennoù
-
Ar skrivagnerez danek
Anna Magdalena Høpfner -
Goapaerezh ouzh giz
ar "Poke Bannet" war-dro 1810 e Bro-Saoz -
An tam o'shanter eo anv ar boned skos peurvuiañ, met meur a seurt zo
Liamm diabarzh
Liamm diavaez
- Bruderezh evit ur boned da lakaat dindan an hijab da vezañ sur ne vo ket gwelet ur vlevenn o tremen dre zindan.
Daveoù
- ↑ Albert Deshayes (2003), Dictionnaire étymologique du breton, Le Chasse-Marée, ISBN 978-2-9142-0825-3 (fr)
- ↑ Random House Webster's College Dictionary, Random House, New York, ISBN 978-0-375-42560-8 (en)