Ivan Tyulenev : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
[[Restr:RUSMARKA-1979.jpg|thumb|Ivan Tyulenev enoret war un timbr soviedat e 1979.]] |
[[Restr:RUSMARKA-1979.jpg|thumb|Ivan Tyulenev enoret war un timbr soviedat e 1979.]] |
||
'''Ivan Tyulenev''' (Rusianeg: Ива́н Влади́мирович Тюле́нев) ganet d'an 28 a viz Genver 1892 hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Eost 1978 a oa un ofiser uhel soviedat, unan eus ar re gentañ a voe lakaet da [[jeneral (URSS)|jeneral]] el [[Arme Ruz|Lu Ruz]] e 1940. |
'''Ivan Tyulenev''' (Rusianeg: Ива́н Влади́мирович Тюле́нев) ganet d'an [[28 a viz Genver]] [[1892]] hag aet da Anaon d'ar [[15 a viz Eost]] [[1978]] a oa un ofiser uhel soviedat, unan eus ar re gentañ a voe lakaet da [[jeneral (URSS)|jeneral]] el [[Arme Ruz|Lu Ruz]] e 1940. |
||
[[Restr:Художественные маркированные конверты 1984 года. Тюленев Иван Владимирович.jpg|thumb|Kartenn-bost soviedat bloavezh 1984.]] |
[[Restr:Художественные маркированные конверты 1984 года. Тюленев Иван Владимирович.jpg|thumb|Kartenn-bost soviedat bloavezh 1984.]] |
||
== Buhez == |
== Buhez == |
Stumm eus an 2 Mae 2017 da 21:00
Ivan Tyulenev (Rusianeg: Ива́н Влади́мирович Тюле́нев) ganet d'an 28 a viz Genver 1892 hag aet da Anaon d'ar 15 a viz Eost 1978 a oa un ofiser uhel soviedat, unan eus ar re gentañ a voe lakaet da jeneral el Lu Ruz e 1940.
Buhez
Tyulenvev a oa bet ganet en ur familh soudarded e gouarnamant Simbirsk (hiziv Oblast Oulyanovsk) trevadenn Shatrashany. Labouret en devoa e uzinoù hag evel pesketour war ar mor Kaspian a-raok bezañ enrolet e Lu Impalaeriezh Rusia er bloavezh 1913. E-pad ar C'hentañ Brezel-bed e oa soudard er rejimant dragoned Kargopolsky e Kendalc'h Polonia. Bez e voe enoret gant medalenn Urzh Sant Jorj evit e varregezh ha kalon en emgann.
Tyulenvev a emezelas el Lu Ruz dres goude ar Reveulzi e-pad Brezel diabarzh Rusia er 1añ lu marc'hegiezh. Kemeret en devoa perzh ivez e flastradenn Emsavadeg Kronstadt ha goude-se e-pad ar Brezel Polonia-Soviet. E 1939 e oa penn an 12vet arme URSS e-pad aloubadeg Polonia gant an nerzhioù lu soviedel. Lakaet e voe d'ar renk a jeneral eus al lu e 1940.
Pa voe kroget gant ar Brezel German-Soviedel e 1941, e oa karget gant Distrikt Milourel Moskva. E-pad tri miz kentañ ar brezel, Tyulenev a oa penn uhel an Talbenn Su.