Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed) : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 31: | Linenn 31: | ||
|Ebrel 1945 || 1 960 000 || 6 410 000 (450 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz. |
|Ebrel 1945 || 1 960 000 || 6 410 000 (450 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz. |
||
|} |
|} |
||
[[Restr:22june1941.jpg|thumb| |
[[Restr:22june1941.jpg|thumb|250px|[[22 a viz Even]] [[1941]] [[Wehrmacht|troadegiezh]] an [[Trede Reich]] o tremen an harzoù gant an URSS]] |
||
== Notennoù ha daveennoù == |
== Notennoù ha daveennoù == |
||
{{Daveoù}} |
{{Daveoù}} |
Stumm eus an 30 Ebr 2017 da 10:59
Talbenn ar Reter eus an Eil Brezel-bed a oa bet ul lodenn eus ar brezel, etre nerzhioù an Ahel harpet gant Finland a-enep an URSS, harpet gant Polonia ha kevredidi all e Norzh, Su, Kreiz ha Reter Europa etre an 22 a viz Even 1941 betek an 9 a viz Mae 1945.
Meur a anv a zo bet roet d'al lodenn-se eus an Eil Brezel-bed, Brezel meur brogarour (Rusianeg: Великая Отечественная Война, Velikaya Otechestvennaya Voyna) evit tu an URSS ha Rusia a-vremañ, e-kostez Alamagn e vez graet gant Talbenn ar Reter (Alamaneg: die Ostfront), Kampagn ar Reter (der Ostfeldzug) pe Kampagn Rusian (der Rußlandfeldzug), pe c'hoaz ar Brezel German-Soviedel gant an tuioù all engouestlet er brezel.
An emgannioù war Talbenn ar Reter a oa bet ar re brashañ en istor Mab-Den. Bez e oant bet emgannoù gant ur feulster uheloc'h evit an holl re betek-henn, distrujoù spontus, deportadurioù ramzel, kolloù buhez uhel spontus dre an emgannoù, naonegezh, kleñvedoù ha lazhadegoù.
Talbenn ar Reter a oa bet al lec'h tost nemetañ o kaout kampoù diouennañ, baleadennoù ar marv, ghettoioù, lec'h darn ar pogromoù, an dachenn e-kreizh an Holokost. War un hollad a-vras a 70 milion a dud marvet e-pad an Eil Brezel-bed, tro 30 milion anezho, ul lod bras a drevourien, a oa bet lazhet war tachenn Talbenn ar Reter.
Talbenn ar Reter a oa bet an dachenn devoudus evit lodenn ar brezel en Europa, evit un darn eus an istorourien e voe an abeg pennañ da koll ar brezel gant Alamagn an Trede Reich. Diskoulm ar stourm war Talbenn ar Reter a voe fin an Trede Reich, rannadur Alamagn e daou damm e-pad tost un hanter kantved ha kresk galloud an URSS evel nerzh bedel milourel ha greantel.
An daou enebour pennañ war an dachenn a oa bet an Alamagn Nazi hag Unvaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, pep hini anezho a oa harpet gant kevredidi a youl-vat pe rediet. Ar Rouantelezh-Unanet hag ar Stadoù-Unanet ne oant ket bet engouestlet en emgannoù met harpet o devoa tu an URSS dre pourvezadurioù milourel ha trevour. Lend-Lease a voe graet eus an harp dafarel-se. An oberiadurioù brezel German-Finland dre an harzoù norzh ha reter Finland-URSS hag er rannvro Mourmansk a vez lakaet da dalvezout evel ul lodenn d'ar brezel war Talbenn ar Reter. Ouzhpenn-se Brezel kendalc'hus Soviet–Finland a vez lakaet met raloc'h da vezañ ul lodenn en norzh d'an hollad Talbenn ar Reter.
Nerzhioù engouestlet
Deiziad | Nerzhioù an Ahel | Nerzhioù Soviedel |
---|---|---|
Even 1941 | 3 050 000 Alaman, 67 000 (norzh Norvegia); 500 000 Finlandiz, 150 000 Roumania, 62 000 Italia Faskour Hollad: 3 829 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter) |
2 680 000 (Distrikt milourel kornôgel), 5 500 000 (en holl), 12 000 000 (engalvus) |
Even 1942 | 2 600 000 Alaman, 90 000 (norzh Norvegia); 430 000 Finlandiz, 600 000 Roumania, Hungariz, Italianed Hollad: 3 720 000 (80% eus al lu Alaman a zo er reter) |
5 313 000 (talbenn); 383 000 (ospital) Hollad: 9 350 000 |
Gouhere 1943 | 3 403 000 Alaman, 80 000 (norzh Norvegia); 400 000 Finlandiz, 150 000 Roumania hag Hungaria Hollad: 3 933 000 (63% eus al lu Alaman a zo er reter) |
6 724 000 (talbenn); 446 445 (ospital); Hollad: 10 300 000 |
Even 1944 | 2 460 000 Alaman, 60 000 (norzh Norvegia); 300 000 Finlandiz, 550 000 Roumania hag Hungaria Hollad: 3 370 000 (62% eus al lu Alaman a zo er reter) |
6 425 000 |
Genver 1945 | 2 230 000 Alaman, 100 000 Hungariz Hollad: 2 330 000 (60% eus al lu Alaman a zo er reter) |
6 532 000 (360 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz.) |
Ebrel 1945 | 1 960 000 | 6 410 000 (450 000 Poloniz, Roumania, Bulgariz, ha Tchekiz. |
Notennoù ha daveennoù
- ↑ (2015) When Titans Clashed: How the Red Army Stopped Hitler, second, Modern War Studies, University Press of Kansas. 301–303 p. ISBN 978-0-7006-2121-7.