Janed II Navarra : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 23: Linenn 23:


Eizh bugel o doe:
Eizh bugel o doe:
* Marie (1330-1347), dimezet da [[Pedro IV Aragon]], ha bugale dezho ;
* [[María de Navarra|Mari]] (1330-1347), dimezet da [[Pedro IV Aragon]], ha bugale dezho ;
* [[Charlez II Navarra|Charlez Evreux]] (1332-1387), kont Évreux ha [[roue Navarra]], dimezet da [[Janed Bro-C'hall (1343-1373)]] ha bugale dezho ;
* [[Charlez II Navarra|Charlez Evreux]] (1332-1387), kont Évreux ha [[roue Navarra]], dimezet da [[Janed Bro-C'hall (1343-1373)]] ha bugale dezho ;
* [[Blanca Navarra (1333-1398)|Blanche]] (1333-1398), dimezet en [[1349]] da [[Fulup VI Valois]], [[Roue Bro-C'hall]] ;
* [[Blanca Navarra (1333-1398)|Blanche]] (1333-1398), dimezet en [[1349]] da [[Fulup VI Valois]], [[Roue Bro-C'hall]] ;
* [[Agnès Navarra|Agnès]] (1334-1396), dimezet da [[Gaston III Foix-Béarn|Gaston III Fébus]], [[kont Foix]] ha [[beskont Bearn]], hag a c'hanas ur mab ;
* [[Agnès Navarra|Agnès]] (1334-1396), dimezet da [[Gaston III Foix-Béarn|Gaston III Fébus]], [[kont Foix]] ha [[beskont Bearn]], hag a c'hanas ur mab ;

Stumm eus an 5 Mae 2016 da 14:09

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Janed II Navarra, en he levr Eurioù.
He fried, Felipe III Navarra.

Jeanne de France, pe Janed II Navarra (1311-1349), a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Loeiz X, Roue Bro-C'hall ha Navarra, ha da Marc'harid Bourgogn (1290-1315).

He buhez

Ganet e oa e kastell Conflans, e Bro-C'hall, d'an 28 a viz Genver 1311.

Bac'het e oa he mamm, Marc'harid Bourgogn, rouanez Bro-C'hall, e Château-Gaillard, dre ma vije vet avoultrez. Pa varvas e 1315 ne oa Janed nemet pevar bloaz.
He zad, Loeiz X (Bro-C'hall) , addimezet da Clémence de Hongrie, a varvas bloaz goude, en 1316, hag e wreg a c'hanas ur mab dalif, Yann Iañ (Bro-C'hall), ha ne vevas nemet un toullad deizioù. War zigarez e vije bet ur vastardez anezhi e oa bet lamet digant Janed he gwirioù war kurunennoù Navarra ha Bro-C'hall, ha war gontelezhioù Champagne ha Brie.
E 1317 e voe berzet ouzh ar maouezed ren e Bro-C'hall, hogen ne oa ket berzet e Navarra. Setu perak, unnek vloaz goude, pa voe marvet hec'h holl eontred, e c'hallas bezañ anvet da Rouanez Navarra. E Mezheven 1318, da 7 vloaz, e timezas da Fulup, kont Evreux, priñs gall, mab da Louis de France (ur c'henderv da Loeiz X (Bro-C'hall)), kont Évreux, ha da Marc'harid Artez. E kastell ar Séjour du Roy e Charenton e voe graet an eured hag eno e voe Janed o chom betek he marv [1].

Rouanez

E 1322 e varvas hec'h eontr Fulup V (Bro-C'hall), a oa war un dro Fulup II Navarra, ha roet e voe ar gurunenn d'e vreur all, eontr all dezhi eta, hag a voe anvet Carlos Iañ Navarra ha Charlez IV Bro-C'hall. Pa varvas hennezh c'hwec'h vloaz goude, d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1328, e voe ret klask ur roue all.

En Navarra neuze e voe kavet tro da zistagañ ar vro diouzh Bro-C'hall. En miz Meurzh 1328 e voe bodet uhelidi Navarra en Puente la Reina : gant an dud bodet e voe diskaret gouarnour ar roue gall Carlos, Pedro Ramón de Rabastens, anvet daou rejant, Juan Corbarán de Leet ha Juan Martínez de Medrano, ha divizet gervel Janed da zont da ren da Navarra gant he fried . Roet e voe kurunenn Navarra da Janed e 1328 Goude dont d'ober he le evel Rouanez Navarra e tistroas da vro-C'hall ha ne voe ket gwelet er vro ken. Chom a reas rouanez koulskoude goude marv he fried ha dre lizher e heulie darvoudoù he rouantelezh. Chom a reas rouanez betek he marv e 1349.

Dimeziñ ha bugale

E Mezheven 1318, da 7 vloaz, e oa bet dimezet Janed da Fulup, kont Evreux, priñs gall, mab da Louis de France (ur c'henderv da Loeiz X (Bro-C'hall), kont Évreux, ha da Marc'harid Artez.

Eizh bugel o doe:

He marv

Mervel a reas gant ar vosenn a rede dre Europa en he c'hastell e Bréval,[2] nepell diouzh Pariz, en 1349.
Neuze e voe anvet he mab Charlez "ar Fallakr", 17 vloaz, da roue Navarra.

Annez

Notennoù

  1. Jean Emmanuel Charles Nodier, La Seine et ses bords, p. 89.
  2. Peio J. Monteano, La ira de Dios. Los navarros en la Era de la Peste (1348-1723), pajenn 47. Pamiela, Pamplona, 2002. ISBN: 84-7681-353-8.
  3. Marquis de Rochegude,Promenade dans toutes les rues de Paris, par arrondissement, Hachette et Cie, Paris, 1910.