María de Navarra
Neuz
Mari Navarra, pe María de Navarra (?, 1326 - Valencia, 1347), a oa infantez Navarra ha rouanez kenseurtez Kurunenn Aragon.
Merc'h e oa da Janed II Navarra ha d'he fried Felipe III el Noble, rouaned Navarra. Merc'h-vihan e oa d'ar roue gall Louis X ha da Margarita de Borgoña a-berzh he mamm, ha d'ar c'hont Louis d'Évreux hag e bried Marc'harid Artez a-berzh he zad. C'hoar e oa d'ar roue Carlos II el Malo.
En 1338 e timezas da Pedro IV Aragon en kêr Alagón, e Proviñs Zaragoza. Pevar bugel o doe
- Constanza (1343-1363), dimezet en 1361 da Federico III Sikilia
- Juana (1344-1385), dimezet en 1373 da Juan Iañ Ampurias
- María (1345-1348)
- Pedro (1347).
Mervel a reas en Valencia d'an 29 a viz Ebrell 1347. Beziet e voe e Manati Poblet.