Armañs ar C'halvez : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14: Linenn 14:
==Oberennoù==
==Oberennoù==
* ''Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement'', Lannion]] [[1970]].
* ''Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement'', Lannion]] [[1970]].
*[[Herve ha Nora]], hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, [[1982]]). 4 levrig
*[[Herve ha Nora]], hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, [[1982]]. 4 levrig
*''[[Skol (kelaouenn)|Skol]]'', kelaouenn krouet gantañ.
*''[[Skol (kelaouenn)|Skol]]'', kelaouenn krouet gantañ.
*''[[Gwir Vretoned]]'', un teskad kanaouennoù.
*''[[Gwir Vretoned]]'', un teskad kanaouennoù.

Stumm eus an 5 Ebr 2016 da 17:42

Armañ ar C'halvez, rener kelaouennoù pedagogiezh kentañ e brezhoneg e penn-kentañ ar bloavezhioù '60.

Armañs ar C'halvez (Armand Le Calvez hervez marilhoù an ti-kêr), bet ganet e Kemper-Gwezhenneg d'an 29 a viz Eost 1921 ha marvet e Lannuon d'ar 4 a viz C'hwevrer 1972, a oa ur beleg katolik oberiant, ur brezhonegour, keltiegour ha kelennour en deus labouret kalz evit ar brezhoneg.

Savet ha renet en deus ur skol gristen divyezhek er bloavezhioù 1950 e Ploueg-ar-Mor, e Goueloù, Skol Sant Erwan, eus 1958 da 1961.

Gant evezh e studias kudennoù ar gelennadurezh divyezhek er broioù bihan evel Kembre, ar Friz pe ar Schleswig-Holstein. Adalek 1963 pe war-dro e stagas da aozañ un dezenn war an divyezhegezh e Bro-Gembre. E 1969 eo e tisplegas e dezenn dirak ur bodad-barn e Skol-Veur Roazhon hag e voe degemeret da zoktor. Embannet eo bet e dezenn e stumm ul levr galleg, gant e di-emban, Skol, e 1970, hag anvet e oa "Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles".

Krouiñ a reas Wanig ha Wenig, ur gelaouenn evit ar vugale a badas c'hoazh un toullad bloavezhioù war-lerc'h e varv, ar gelaouenn bedagogel Skol, ar gevredigezh Breuriezh Sant Erwan hag an hentenn-deskiñ Herve ha Nora.

Kamarad e oa da Glerg, hag eveltañ en devoa desket kembraeg. Anvet e oa bet da aluzener e skolaj Bossuet e Lannuon.

Beziet eo e Kemper-Gwezhenneg e-lec'h ma oa bet ganet ha bet kure.

Oberennoù

  • Un cas de bilinguisme: Le Pays de Galles. Histoire, littérature, enseignement, Lannion]] 1970.
  • Herve ha Nora, hentenn da zeskiñ brezhoneg. Skol, 1982. 4 levrig
  • Skol, kelaouenn krouet gantañ.
  • Gwir Vretoned, un teskad kanaouennoù.