Propaganda : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dizober kemmoù 1632799 a-berzh Dishual (kaozeal)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 15: Linenn 15:


Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.
Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.
== Propaganda brezel ==
[[Restr:7 Collection Eybl Great Britain - E. Kealey - Women of Britain say – GO.jpg|thumb| Women of Britain say – GO]] Women of Britain say - GO! (1915) Skritell evit broudañ maouezed Bro-Saoz da gas ar baotred d'ar [[Brezel-bed_kentañ|brezel bras]]
Ar propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudañ an dud da gemer perzh eni pe da vroudañ ar brashañ niver ez eo ur brezel evit ar mat.


[[Rummad:Propaganda]]
[[Rummad:Propaganda]]

Stumm eus an 20 Gen 2016 da 19:57

Propaganda a-enep an alkool e bro Suis e 1900

Propaganda a vez graet eus un doare kelaouiñ tuet hag a zo e bal levezoniñ ur boblañs etrezek un doare soñjal pe un abeg.

Ma'z eo deuet da vezañ ur ger gant ur meneg fall hiziv-an-deiz n'eo ket bet atav ar memestra dre ar ster orin hag a oa neptu betek kaout ur meneg pozitivel, implij brudadegoù propaganda evit ar yec'hed pe c'hoazh brudadegoù evit reiñ c'hoant d'ar geodedourien da vont da votiñ.

Orin ar ger

Propaganda a zo ur ger modern latin o tont eus propagare. Deuet eo war wel ar ger propaganda adal krouidigezh ur gevrenn nevez d'an Iliz gatolik (kenvreuriezh) e 1622 anvet Congregatio de Propaganda Fide (Kenvreuriezh evit emled ar gredenn) hag a oa krennet e Propaganda. Pal an aozadur-se a oa ledañ ar feiz gatolik etrezek ar broioù na oant ket c'hoazh eus ar gredenn-se.

Adalek 1790 e krog implij ar ger propaganda gant oberiadurioù laik. Kregiñ a raio ar ger propaganda da gaout ur meneg fall adal kreiz an 19vet kantved dres pa vezo adimplijet e bed ar politikerezh.

Restr:L'Heure bretonne, journal hebdomadaire nationaliste breton.jpg
L'Heure Bretonne, kazetenn sizhuniek propaganda Strollad Broadel Breizh (1931-1944)

Doareoù

Diaes ez eo da sevel harzoù sklaer etre propaganda ha doareoù all da gelaouiñ pe da gendrec'hiñ an dud. E pelec'h e vez kavet an tu da ziforc'hiañ sklaer hag anat en ur chom gant ur sell skiantel? "Ar pezh a reomp-ni a zo disheñvel, int-i a ra propaganda".

Gant Garth Jowett ha Victoria O'Donnell ez eus bet roet un displegadenn skiantel d'ar ger propaganda.

Propaganda brezel

Women of Britain say – GO

Women of Britain say - GO! (1915) Skritell evit broudañ maouezed Bro-Saoz da gas ar baotred d'ar brezel bras

Ar propaganda a zo anavezet hag implijet alies a-raok pe e-pad ur brezel evit broudañ an dud da gemer perzh eni pe da vroudañ ar brashañ niver ez eo ur brezel evit ar mat.